Diforc'hioù etre adstummoù "Galia"

7 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
D
yezh
D (Robot ouzhpennet: bn:গল)
D (yezh)
 
Aloubet ha konkeret eo bet Galia e pevar frapad disheñvel. Da gentañ e voe sujet ar C’halianed a oa o vevañ e kompezenn ar ster Padus (Boii, Insubres) en IIIvet kantved kent J.-K.. Goude-se e voe krouet ''Gallia Narbonensis'' da-heul ur brezel a-enep ur c’hevredad Galianed ha [[Ligured]] a venne tagañ keoded c’hresian [[Masilia]] e 181 kent J.-K.
En diwezh e oa anvet [[Julius Caesar]] e penn an div broviñs galian kentañ hag aloubiñ a reas ar peurrest eus ar vro binvidig-se, anvet ''Galia comata<ref>Da laret eo Galia vlevek</ref>'', etre 58 ha 52 kent J.-K., evit pourchas danvezioù, soudarded ha pinvidigezhioù a zigorfe dezhañ hent ar galloud e [[Republik Roma]].
 
Ar pobladoù galian dieub diwezhañ eus an douar-bras a oa re traoñiennoù an Alpoù. Sujet e voent tamm-ha-tamm dre nerzh pe dre gaer dindan ren an impalaer [[Augustus]] <ref>J.-P. Martin, ''Les provinces romaines d’Europe centrale et occidentale'', 31 avant J.-C. – 235 après J.-C., SEDES 1990</ref>.
17 122

modifications