Haides : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: af:Hades; Kemm dister
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Linenn 24:
Skrapañ a reas e nizez [[Kore]], gant asant Zeus. Pa oa o kutuilh bleuñv gant [[nimfezed]] e kompezenn Enna, e [[Sikilia]] e tigoras an douar dindan e dreid hag e tianadas gant ur c'harmadenn skrijus.
 
Merc'h [[Demeter]] ha [[Zeus]] e oa houmañ. Demeter a glaskas anezhi e pep lec'h hag a baouezas da gas e gefridioù doueez da benn, ar pezh a zegasas un naonegezh spontus. Rediet e oa Zeus da glask un emglev etre Hades ha Demeter kent na vefe rivinet an Douar. Hag eñ ha kas [[Hermes]] davet Haides. Asantiñ a reas hemañ lezel ar plac'h da vont kuit gant ma n'he dije ket tañvaet boued ar re varv c'hoazh. Evel ma oa chomet war yun abaoe he skrapadenn e oa bet ret da Haides moustrañ war e imor ha lezel anezhi da vont kuit. Paouez a reas Demeter a ouelañ neuze. Met evel ma oa o vont kuit da [[Eleusis]], unan eus jardinerien Haides, anvet [[Askalafos]], a lavaras dezhañ he doa kutuilhet ur greunaval ha debret seizh greunenn diouti (lod all a lavar e oa bet rediet da zebriñ ur c'hreunenn gant Hermes e-unan). Ret e oa dezhi bevañ en [[Ifernioù]] hiviziken. Gourdrouz a rae Demeter paouez da lakaat ar plant da greskiñ avat. Kinnig a reas Zeus e chomfe o merc'h en Ifernioù e-pad c'hwec'h miz bep bloaz hag ez afe davet he mamm e-doug ar peurrest eus ar bloavezh.
Dont a reas da vezañ ar rouanez [[Persefona]] a veve gantañ an hanter eus ar bloaz met ne roas bugel ebet dezhañ.