Mehmed II Giray : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Mehmed II a roas an titl kalgay d'e vab Saadet neuze, daoust ma oa koshoc'h e vreur Alp Giray hag e oa an anvidigezh-se enep d'ar boazioù tatar. Diwar ar reuz a savas da heul er c'hanat e cheñchas mennozh : e vreur Alp Giray a voe lakaet da Galgay ha krouiñ a reas an titl ''Nureddin'' evit e vab.
 
E 1582 e nac'has adarre kemer perzh e brezel an Otomaned ouzh Iran er C'haokaz. Özdemir oğlu Osman Paşa, gouarnour [[Derbent]] evit ar sultan otoman, a zivizas neuze distroadañ Mehmed II ha lakaat Alp Giray en e blas. Reuz a savas adarre er c'hanat ha lakaet e voe diaes ar sultan [[Murat III]] kar, en ur ober se, e oa emellet betek re Osman Paşa en aferioù diabarzh Krimea. Alp Giray hag Osman Paşa a rankas tec'hel ha klask repu e [[Kefe]] ma voe lakaet ar seziz warnañ gant Mehmed II.
 
Kadarnaet e voe memes tra gant ar sultan otoman e oa lamet e garg digant Mehmed II ha kaset e voe [[İslam II Giray|İslam Giray]] da Grimea
 
{| align="center" cellpadding="2" border="2"