Mehmed II Giray : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
E 1582 e nac'has adarre kemer perzh e brezel an Otomaned ouzh Iran er C'haokaz. Özdemir oğlu Osman Paşa, gouarnour [[Derbent]] evit ar sultan otoman, a zivizas neuze distroadañ Mehmed II ha lakaat Alp Giray en e blas. Reuz a savas adarre er c'hanat ha lakaet e voe diaes ar sultan [[Murat III]] kar, en ur ober se, e oa emellet betek re Osman Paşa en aferioù diabarzh Krimea. Alp Giray hag Osman Paşa a rankas tec'hel ha klask repu e [[Kefe]] ma voe lakaet ar seziz warnañ gant Mehmed II.
 
Kadarnaet e voe memes tra gant ar sultan otoman e oa lamet e garg digant Mehmed II ha kaset e voe [[İslam II Giray|İslam Giray]], ur breur dezhañ o chom e [[Konya]], da Grimea e 1584. Mehmed II a glaskas tec'hel kuit da [[Perekop|Berekop]] met tapet e voe ha krouget<ref>''La Moscovie, l'Empire ottoman et la crise successorale de 1577-1588 dans le khanat de Crimée'' gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e ''Cahiers du monde russe et soviétique'', niverenn 14-4, 1973</ref>.
 
 
{| align="center" cellpadding="2" border="2"
Linenn 17 ⟶ 18:
| width="30%" align="center" | En e raok:<br>'''[[Devlet Iañ Giray|Devlet I{{añ}} Giray]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[Roll khaned Krimea|Khan Krimea]] <br />[[Skeudenn:Gerae-tamga.png|thum|60 px]]<br />[[1577]] &ndash; [[1584]]'''
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:<br>'''[[Saadetİslam II Giray]] '''
|}