Yukio Mishima : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:Yukio Mishima; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:Yukio Mishima.jpg|right|thumb|250px|Yukio Mishima e 1956]]
'''Yukio Mishima''' (三島 由紀夫) a oa anv pluenn ar skrivagner [[Japan|japanat]] '''Kimitake Hiraoka'''(平岡 公威) bet ganet d'ar [[14 a viz Genver]] [[1925]] ha marvet d'ar [[25 a viz Du]] [[1970]].
 
== E vuhez ==
=== Bugaleaj ===
[[ImageSkeudenn:Yukio Mishima 1931.gif|left|thumb|200px|Yukio Mishima e 1931]]
Mishima a voe ganet en ur familh labourerien-douar. Desavet e voe gant e vamm-gozh anvet Natsu, distag diouzh ar peurrest eus e familh. E vamm-gozh a oueze alamaneg ha galleg, ha dedennet e oa gant ar c'hoariva kabuki. Mevelien a oa bet en e familh, ha liammet e oa ouzh ar [[samourai]]ed da vare [[Tokugawa]]. Tad-kozh Mishima a oa deuet da vezañ pinvidik a-drugarez d'ar c'henwerzh trevadennel. Hervez an dud a skrivas buhezskridoù Mishima e teue eus e vamm-gozh e zudi d'an emlazh ha d'ar greskañs. E vamm-gozeh a viras outañ a c'hoari gant paotred all hag a ober sport. D'e 12 vloaz e tistroas Mishima gant e dud, hag un darempred kreñv en doe gant e vamm. Ganti e voe broudet da skrivañ, padal e kave d'e dad e oa al lennegezh un dra evit ar merc'hed.
 
=== Studioù ha skridoù kentañ ===
Mishima a skrivas e istor kentañ d'e 12 vloaz. Ouzhpenn lenn lennegezh klasel japan e lennas ivez oberennoù gant [[Oscar Wilde]] ha gant [[Rainer Maria Rilke]]. Mont a reas da skol Peers, ur skol evit tud eus an dibab e oa, diwar urzh e vamm-gozh.
C'hwec'h vloaz e chomas er skol-se, mat teuas da vezañ ezel yaouankañ skipailh embann kevredigezh lennegezh ar skol. Kinniget e voe dezhañ skrivañ ur romant-kazetenn d avezañ embannet er gelaouenn lennegezh ''Bungei-Bunka'' (''Arz ha Sevenadur''). Kinnig a reas an detsenn anvet ''Hanazakari no Mori'' (''Ar c'hoad en bleuñv'') a skrivas gant al lesanv '''Yukio Mishima'''. Un nebeud skouerennoù (faziañ a rae paper abalamour d'ar brezel) a voe embannet e [[1944]].
Galvet e voe gant an arme e-pad an [[Eil Brezel-Bed]] met lavarout a reas e oa paket gant an droug-skevent (ar pezh a oa faos). Daoust ma oa disammet peogwir ne oa ket bet ret dezhañ mont da vrezeliñ en em santas kablus peogwir en deoa treuzvevet padal en dije gellet mervel evel un haroz.
Daoust ma oa difennet gant e dad e kendalc'has gant ar skrivañ. Gant e vamm e oa broudet avat.
E-pad ar brezel e oa savet a-du e dad gant an Nazied. Neuze e redias Mishima da studiañ ar gwir alaman. Tapout a reas e ziplom e skol-veur Tokyo e [[1947]] hag e krogas da labourat e ministrerezh an arc'hant. Dilezel a reas e bost-labour e-pad bloaz, hag en em roas d'ar skrivañ. A-benn ar fin e voe asantet kement-mañ gant e dad. Kejañ a reas ouzh [[Yasunari Kawabata]] hag a vroudas anezhañ da glask lakaat embann e skridoù.
 
=== Goude ar brezel ===
[[ImageSkeudenn:Ishihara Mishima.jpg|right|thumb|250px|Yukio Mishima ha [[Shintaro Ishihara]] e 1956]]
E [[1946]] e stagas gant e romant kentañ, anvet ''Tōzoku'', hag a voe embannet e [[1948]]. Goude-se e skrivas ''Kamen no Kokuhaku'' (''Kofezioù ur maslk'') ma kont istor ur paotr yaouank a rank derc'hel kuzh e bleg d'an heñvelreizhelezh. Brudet e teuas da vezañ ha diwar neuze e kasas e amzer o skrivañ romantoù evel ''Ai no Kawaki '' ([[1951]]), ''Shiosai '' ([[1954]]), ''Kinkaku-ji'' ([[1956]]) pe c'hoazh ''Utage no Ato '' ([[1960]]).
Ouzhpenn e skrivas istorioù poblek a-benn treuzvevañ, pezhioù-c'hoari [[kabuki]] evit ar strollad ''Bungaku-za'' hag ivez danevelloù hag arnodadennoù.
Brudet e teuas da vezañ en [[Europa]] hag er [[Stadoù-Unanet]]. Meur a veaj a reas, ha teir gwech e voe anv e vefe roet priz Nobel al lennegezh dezhañ, met a-benn a r fin e voe roet d'e vignon
[[Yasunari Kawabata]]. Posupl eo en dije laosket ar priz da gKawabata peowgir e touje outañ peogwir en doa sikouret anezhañ e bed lennegezh [[Tokyo]].
Etre [[1965]] ha [[1970]] e labouras war e oberenn e peder lodenn anvet ''Hōjō no Umi '' (''Erc'h an nevezamzer'', ''Kezeg achapet'', ''Templ tarzh-an-deiz'', ''An Ael o tismantriñ'').
 
=== Buhez prevez ===
Goude bezañ lakaet embann ''Kamen no Kokuhaku'' e stagas Mishima gant an mebregrezh-korf. E [[1955]] e tapas kaout korf ur sportour hag e pleustras da chom evel-se betek fin e vuhez. . Barrek-tre e teuas da vezañ war a [[Kendo|c'hendo]].
Darremprediñ a reas an tavarnioù evit an dud heñvelreizh. E-pad ur pennad e soñjas dimeziñ gant [[Shoda Michiko]] hag a zeuas da vezañ gwreg an impalaer [[Akihito]]. E [[1958]] e timezas gant Yoko Sugiyama ha daou vugel a voe ganet. E [[1968]] e c'hoarias er film ''Ar Glazard du'', asambles gant e garedig treuzwisket [[Akihiro Miwa]].
Er bloavezhioù 1960 ec'h embannas mennozhioù broadelour. E [[1967]] e voe ezel eus Nerzhioù Emzifenn Japan ha goude-se e savas ur milis prevez anvet [[Tatenokai]] (kevredigezh ar skoed), e bal gwareziñ an impalaer.
E fin e vuhez e c'hoarias e meur afilm hag e reas war-dro ur film diazezet war e zanevell
''Karantez-vro'' (憂国, Yūkoku).
 
=== Seppuku ===
E [[1970]] ec'h echuas ''An Ael o tismantriñ''. D'ar [[25 a viz Du]] e lakaas ar skrid en ti-post da gas d'e embanner. Goude-se ez eas da vinistrerezh an armeoù asambles gant pevar mignon. Tapout a reas jeneral an nerzhioù emzifenn hag e lakaas anezhañ da c'houestlad. Gerveml a reas an arme hag ec'h embannas ur brezegenn ma save a-du gant Japan hengounel hag an impalaer. An 800 soudard bodet a savas a-eneptañ. Da 11 eur vintin ez eas kuit. Diwar an hengoun e tivizas en em lazhañ en doare [[seppuku]]. ; un des membres de [[Tatenokai]], [[Masakatsu Morita]], hag eñ ezel eus [[Tatenokai]] a oa sañset dibennañ Mishima, met ne zeuas ket a-benn pegwir e krene re. Neuze ez eo [[Hiroyasu Koga]] hag a zibennas Mishima, ha goude-se en em lazhas Morita. Prientet e oa bet an taol gant Mishima e-pad bloaz, hag un darvoud damheñvel en doa meneget en e romant ''Kezeg achapet''. Hervez lod e vije bet an afer-se an digarez en dije kavet Mishima da gas e emlzah da benn<ref> p. 282-83, pennad 47 « A Phantasy World: Mishima Yukio » in ''Shōwa Japan: Political, Economic and Social History, 1926-1989'', Volume III, Stephen S. Large, Taylor & Francis, 1998</ref>{{,}}<ref> p. 10-11 in ''Japan: The Burden of Success'', Jean-Marie Bouissou ha Jonathan Derrick, Fondation nationale des sciences politiques (CERI), C. Hurst & Co., 2002</ref>.
An doare broadelouriezh embannet gant Mishima a zisplijas d'an holl. Tud an tu-kleiz a gave e oa diamzeriet e zoujañs d'ar [[bushidō]], hag ar vroadelourien a rebeche outañ e levr ''Bunka Bōeiron'' (文化防衛論 ''Difenn ar sevenadur''), ma skrive en dije ranket [[Hirohito]] reiñ e zilez goude ar brezel hag embann e oa kiriek eus holl varvioù ar brezel.
 
== Oberennoù pennañ Mishima ==
{| border="2" cellpadding="4" cellspacing="0" style="margin: 1em 1em 1em 0; background: #f9f9f9; border: 1px #aaa solid; border-collapse: collapse; font-size: 95%;"
|- bgcolor="#CCCCCC" align="center"|-
Linenn 125:
|}
 
== C'hoariva ==
{| border="2" cellpadding="4" cellspacing="0" style="margin: 1em 1em 1em 0; background: #f9f9f9; border: 1px #aaa solid; border-collapse: collapse; font-size: 95%;"
|- bgcolor="#CCCCCC" align="center"|-
Linenn 169:
|}
 
== Filmoù ==
{| border="2" cellpadding="4" cellspacing="0" style="margin: 1em 1em 1em 0; background: #f9f9f9; border: 1px #aaa solid; border-collapse: collapse; font-size: 95%;"
|- bgcolor="#CCCCCC" align="center"|-
Linenn 220:
<references/>
 
=== Liammoù diavaez ===
{{commons|Category:Yukio Mishima}}
* [http://www.plathey.net/livres/japon/mishima.html Mishima Yukio : levrioù ha filmoù]
Linenn 242:
 
{{DEFAULTSORT:Mishima, Yukio}}
 
[[Rummad:Skrivagnerien Japan]]
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1925]]
[[Rummad:Marvioù 1970]]
 
Linenn 283 ⟶ 284:
[[vi:Mishima Yukio]]
[[zh:三岛由纪夫]]
[[zh-min-nan:Yukio Mishima]]
[[zh-yue:三島由紀夫]]