Ludovico Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
Dimeziñ a reas e miz Genver 1491 da [[Beatrice d'Este]] (1475–1497), merc'h yaouankañ [[Ercole I d'Este]] (1431–1505), dug [[Ferrara]]. Div eured a voe war un dro: breur Beatrice, [[Alfonso d'Este]], a oa o timeziñ da [[Anna Sforza]] c'hoar da [[Gian Galeazzo Sforza]]. Gant [[Leonardo da Vinci]] e oa bet aozet ar fest.
 
[[image:Ambrogio_de_Predis_-_Ritratto_di_una_dama.jpg|thumbnail|left|[[Beatrice d'Este]], poltred gant [[Giovanni Ambrogio de Predis]] ha [[Leonardo da Vinci]].]]
 
C'hoar Beatrice hag Alfonso, [[Isabella d'Este]] (1474–1539), a zimezas da [[Francesco II Gonzaga, markiz MantuaMantova]].
 
Un toullad mat a serc'hed en doa Lodovico. [[Cecilia Gallerani]] a oa an hini vrudetañ. Ur mab he doe er bloavezh en-eeun ma timezas gant [[Beatrice d'Este]]. Krediñ a reer eo hi a zo poltredet e taolenn [[Leonardo da Vinci]] [[Itron an Erminig]]. Loen ardamezek Ludovico il Moro e oa an [[erminig]].
 
[[Image:The Lady with an Ermine.jpg|200px|thumb|right|''[[Itron an Erminig]]'', a vije poltred [[Cecilia Gallerani]].]]
 
Pa voe muntret [[Galeazzo Maria Sforza|Galeazzo]], breur henañ Ludovico, e [[1476]], e voe kurunennet e niz seizh vloaz, [[Gian Galeazzo Sforza]]. Met Ludovico a gemeras penn gouarnamant Milano, da c'hortoz ken na vije e niz en oad d'ober e labour dug, goude maoa bet klasket mirout outañ. Pa varvas Gian Galeazzo e [[1494]] e voe kinniget ar gurunenn da Ludovico avat gant noblañsed Milano d'an [[22 a viz Here]].
Linenn 30:
Goprsoudarded suis a oa en div arme. Ne felle ket dezho en em gannañ etrezo. Hag int da guitaat an emgann. Ludovico a voe gwerzhet d'ar C'hallaoued e miz Ebrel 1500, ha mervel a reas en ur gell e kastell [[Loches]] e [[Touren]].
 
Ur soudard a voe kondaonet diwezhatoc'h d'ar marv gant ar Suised: eus [[kanton Uri|Uri]] e oa, hag anvet ''Hans Turmann''. Hennezh, emezo, en devoa trubardet Ludovico evit arc'hant.
 
==E vab dug==