Moullerez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: is:Prentari (tölvufræði)
D Robot kemmet: eo:Presilo; Kemm dister
Linenn 1:
[[Rummad:Dafar burev]]
[[Rummad:Moullañ]]
[[Rummad:Teknologiezh]]
 
[[Skeudenn:MFPCanon.jpg|thumb|Ur voullerez liesarc'hwel Canon]]
 
'''Ardivinkoù da voullañ teulioù war [[skoroù moullañ]] paper pe blasik eo ar moullerezioù'''. Ur voullerez, evit bezañ implijet, a rank bezañ kennasket ouzh ur [[reizhiad stlenneg]]. Un [[trobarzhell stlennegel|drobarzhell stlennegel]] eo neuze. Resev a ra ar [[roadenn]]où [[enbonegañ|enboneget]] eus ar reizhiad stlenneg d'ober dezhe sturiañ ar moulladur, da lavaret eo ren al lodenn [[treloc'hel]] ha tredanel dezhi da moullañ un teul. Moullañ un teul peurliesañ (ha dreist-holl en amzer a-vremañ e 2006) a dalvez kement hag arzodiñ huz war ur skor moullañ d'ober anezhañ un teul a c'hellimp lenn.
 
Da reiñ lañs d'ur moulladur adalek un [[urzhiataer]] e vez arveret un [[arload]] arbennik e vez anvet [[stur moullañ]]. Pal ar stur eo amdreiñ [[boneg stlennegel|boneg]] un teul stlennegel (enboneget gand un arload evel da skouer OpenOffice.org Write) d'un areg e vo bet komprenet gant ar voullerez da vezañ keweriet ganti. An trevell d'ar [[reoler moullañ]] eo, pe d'an [[dafariad stlennegel|dafariad]] moullañ evit ul lod anezhe.
Linenn 11 ⟶ 7:
Meur a seurtad moullerezioù a zo hag a c'hell bezañ renket hervez an doare e vez graet ar voullerezh gante.
 
== Seurtadoù moullerezioù ==
 
Ar c'hentañ moullerezioù (er [[bloavezhioù 1970|bloavezhioù 70]]) e veze moullet alies gante war skoroù moullañ ispisial e vez graet paper listad anezhe. Ne vez ket kavet kalz anezhe ken bremañ nemet evit implijoù arbennig evel da skouer ar merañ eus ar [[boniadoù]] en [[embregerezh]]ioù. Ar moullerezioù-se a zo alies moullerezioù ogedel pe moullerezioù dre bikennoù. Stummet e vez gante an arouezennoù adal un [[oged]] nadozioù, ar re-se da vezañ dibabet ha sanket war-bouez ur [[klofenn|glofenn]]. Naouusterioù ar moullerezioù ogedel a zo an tizh, an niver a nadozioù (hervezañ e c'hellomp anavezout spisadur moullañ an arouezennoù), niver a vannoù a arouezennoù e vez possubl moullañ.
Linenn 26 ⟶ 22:
Ha da echuiñ gant ar renabliñ-se e c'heller menegiñ ur seurtad moullerez a vez priziet abaoe mac'h eo deut war ar marc'had al [[luc'hskeudennerez|luc'hskeudennerezioù]] niverel. Moullerezioù gwrezel da voullañ war baper luc'hskeudenn a vent 10x15 eo. Moullet e vez gante nemetken evel just war skoroù ispisial.
 
== Modoù kennaskañ ==
 
Gant ar moullerezioù kozh e veze graet evit o c'hennaskañ ouzh un urzhiataer gant an [[eread a-steud]] ha c'hoazh gant an [[eread a-stur]] (hemañ o vezañ implijet c'hoazh en amzer a-vremañ). Hogen ar modoù-se da lugañ ur voullerez ouzh un urzhiataer a zeu da vezañ tamm ha tamm diamzeret en-abeg mac'h int re c'houstad e-keñver ar seurtadoù kennaskañ arveret bremañ (e 2006). Muioc'h mui e vez implijet ar mod USB peogwir eo kalz akomod, fonnus a-walc'h hag aes-tre da lakaat da dalvezout.
Met ar mod ar muiañ arveret, dreist-holl e-barzh an embregezioù, eo ar c'hennaskañ oc'h implijout kartennoù rouedad (marc'het muioc'h mui a orin e-barzh ar moullerezioù). Gwell fonnusoc'h eo met ivez e chom c'hoazh diesoc'h da lakaat da vont en dro ablamour d'ar c'hefluniad a ranker lakaat da dalvezout a-raok ma vefe possubl implijañ ar c'hennaskañ-se. Peurliesañ e implij ar c'hennaskadurioù-se ur [[komenad kehentiñ|c'homenad kehentiñ]] anvet TCP/IP war ar reolad [[Ethernet]].
 
[[Rummad:Dafar burev]]
[[Rummad:Moullañ]]
[[Rummad:Teknologiezh]]
 
[[af:Rekenaardrukker]]
Linenn 42:
[[el:Εκτυπωτής]]
[[en:Printer (computing)]]
[[eo:PrintiloPresilo]]
[[es:Impresora]]
[[et:Printer]]