Diforc'hioù etre adstummoù "Bianca Maria Sforza"

D
[[ImageSkeudenn:BiancaMariaSforza.jpg|thumb|right|Bianca Maria Sforza, poltredet gant [[Giovanni Ambrogio de Predis]]]]
'''Bianca Maria Sforza''' a oa ur briñsez italian ganet e [[Pavia]] d'ar [[5 a viz Ebrel]] [[1472]]. [[Merc'h]] e oa da [[Galeazzo Maria Sforza]], dug [[Milano]], ha d'e wreg [[Bona di Savoia]].
 
== Prometet da zimeziñ meur a wech ==
Meur a wech e voe prometet da zimeziñ da briñsed a veur a vro, hervez ma troe politikerezh he zad.
 
A-boan e oa ganet e oa kaoz d'he dimeziñ da ''Philibert Ier de Savoie'', a varvas da 17 vloaz en 1482, a-raok an [[eured]]. Goude e voe tro Yann, mab bastard Mathias Corvin, a oa da vezañ roue [[Hungaria]]. Met [[Ladislas Bohemia]] an hini a savas war ar gador-roue , ha ne voe ket graet an eured.
 
E [[1494]], pa oa 22 vloaz, e voe roet da zimeziñ gant hec'h eontr [[Ludovico Sforza]] d'an [[impalaer]] [[Masimilian]], impalaer santel, [[intañv]] abaoe ur pennad ha koshoc'h egeti. 300 000 dugad a voe roet evel argouroù , ha 100 000 ouzhpenn evel taos war hec'h anvidigezh da impalaerez. Ludovico en doa c'hoant da vezañ anvet da zug Milano gant Masimilian, hag an Impalaer a glaske bezaén mestr war Italia an Hanternoz ha kaout ur feunteun a arc'hant da baeañ e vrezelioù.
 
Goude un eured war an ton bras, sede ar plac'h nevez kuit da [[Tirol|Dirol]], gant he lez, gwazed ha dimezelled, hag en o zouez [[Leonardo da Vinci]], en deus skrivet petra a soñje pa oa o treuziñ ar [[Valtellina]] : ehanañ a reas ar bodad beajourion e [[Côme]], [[Bellagio]], [[Gravedona]], [[Morbegno]], [[Sondrio]] ha [[Bormio]], ha tremen [[ode ar Stelvio]].
 
== Un dimeziñ hep levenez ==
''Masimilian'' a voe impalaer eus [[1493]] betek [[1519]], a oa bet dimezet da gentañ da [[Marie de Bourgogne]], pennhêrez [[Bourgogn]] hag an Izelvroioù bourgognat anezhi, merc'h nemeti Charlez . Un dimeziñ evurus e voe, ha daou vugel da heul: Fulub ar C'haer ha [[Marc'harid Aostria (1480-1530)|Marc'harid Aostria]]. Berr avat e voe, rak mervel a eure mari e [[1482]], kouezhet diwar he [[marc'h]].
 
<!--L'Empereur ne fut jamais amoureux de Blanche-Marie, il la négligea et elle ne lui donna pas d'enfants. On disait que «&nbsp;la Sforza&nbsp;», quoique aussi belle que la première (et aimée) épouse de Maximilien, n'était pas aussi «&nbsp;sage&nbsp;».
-->
 
== He marv ==
Klañv e oa Bianca Maria Sforza war-dro fin he buhez . Mervel a eure d'an [[31 a viz Kerzu]] [[1510]] ha beziet e voe en abati [[Stams]], e [[Tirol]], e traonienn uhelañ an [[Inn]].
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.aeiou.at/aeiou.encyclop.b/b434322.htm;internal&action=_setlanguage.action?LANGUAGE=en Bianca Maria Sforza] en ''[[aeiou Encyclopedia]]''
* Poltred Bianca Maria Sforza en [[National Gallery]] [http://www.nga.gov/cgi-bin/pinfo?Object=1195+0+none] .
<br />
 
[[Rummad :Tiegezh Sforza]]
[[Rummad:Istor Italia er XVvet kantved]]
[[Rummad:Istor Italia er XVIvet kantved]]
[[es:Blanca María Sforza]]
[[fr:Blanche-Marie Sforza]]
[[hu:Sforza Bianka Mária német-római császárné]]
[[hu:Bianca Maria Sforza]]
[[it:Bianca Maria Sforza]]
[[ja:ビアンカ・マリア・スフォルツァ]]
59 988

modifications