Amfitryon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot kemmet: ko:암피트리온; Kemm dister
Linenn 1:
'''Amfitrion''', a oa dimezet da [[Alkmena]], a oa tad [[Ifikles]], [[Herakles]], ha [[Perimede]], e mojennoù kozh [[Hellaz]]. Mab e oa da [[Alkea]], a oa mab da [[Perseüs]], ha roue e oa e [[Tirint]].
 
== Ar vojenn ==
=== Preizherien Tafos ===
Pa varvas e dad [[Perseüs]] eo e eontr [[Elektrion]] an hini a voe lakaet da roue en [[Argolis]]. C'hoantaat a reas Amfitrion dimeziñ da [[Alkmena]], merc'h Elektrion, met ne fellas ket da zanvez e dad-kaer e kouskjent a-gevret ken na vije kaset an dorzh d'ar gêr da enez [[Tafos]], a oa deuet tud anezhi da laerezh e [[chatal]], hag o doa lazhet e vibien.
 
Kaset e voe Amfitrion gant Elektrion da [[Elis]] eta da adkemer ar chatal laeret ha kuzhet gant tud Tafos. Pa zistroas gant al loened e taolas ur vazh gant ul loen hag e lazhas e dad-kaer en desped dezhañ. Neuze eo [[Stenelos]], breur Elektrion, a harluas Amfitrion war-zigarez e oa bet muntret Elektrion gantañ, hag a voe anvet da roue e [[Mikenai]].
 
Neuze e tec'has Amfitrion gant Alkmena da d-[[Thebai]], hag eno e voe glanaet eus e dorfed gant [[Kreon]], roue Thebai.
 
=== Chaseal al louarn ===
Dial ebet ne oa bet eus marv breudeur Alkmena avat. Da Amfitrion da gas an dial da benn. Nac'h kousket gantañ a ra Alkmena keit ha ma ne vo ket graet. Hag eñ mont da c'houlenn skoazell digant Kreon. Prest e oa da sikour, eme ar roue, met a-raok e oa ret kaout an dizober eus ul [[louarn Teumes |louarnez]]. Honnezh a oa ul loen spontus, bet kaset gant [[Hera]], pe marteze gant [[Dionisos]], da ober freuz ha reuz war ar maez, war-dro [[Teumes]]. Ur paotr yaouank a yae ganti bep miz.
 
 
[[Kefalos]], roue [[Aten]] d'ar poent, hag eontr Amfitrion ouzhpenn, en devoa ur c'hi-hemolc'h, [[Laelaps]], a oa gouest da dapout ne vern peseurt [[preizh]]. Hag Amfitrion d'e amprestañ, o kinnig en eskemm un darn eus ar skrap a raio diwar-goust tud Tafos. A-benn ar fin e voe troet an daou loen e mein gant Zeus.
 
=== An dial ===
Sikour a roas Kreon d'ober brezel ouzh Tafos. Gant Amfitrion e vo ivez e eontr Kefalos, [[Heleios]], [[Panopea]], ha Lokrianed. Hatoup war-du Tafos, ma oa ar roue [[Pterelaos]] o ren.
 
Pterelaos, hennezh a oa ur roue hag en devoa ur vlevenn [[aour]] e-kreiz e vlev, hag evit e lazhañ e oa ret troc'hañ ar vlevenn vurzhudus-se. Gwashañ pezh a oa: n'haller ket kemer e gêr-benn ma chom bev. Dre chañs en doa ur verc'h.
 
Ha honnezh, ar verc'h-se, [[Komaitho]] hec'h anv, a eas da droc'hañ ar vlevenn diwar benn he zad, mann nemet dre garantez ouzh Amfitrion. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitrion ar verc'h treitour, hag e roas an inizi d'e genvrezelourien : [[Kefallenia]] da Gefalos, hag ar re all da Heleios.
 
Pa zistroas Amfitrion da Debai, hep bezañ kemennet e oa da erruout, e kavas iskis o welout ne oa ket souezhet e wreg Alkmena ouzh e welout. Rak hi a lavar e oa ganti en noz kent, hag ouzhpenn-se o deus lidet o eured a-benn ar fin en o gwele.
 
Nec'het e oa Amfitrion, ma 'z eas davit an diouganer meur [[Tiresias]]. Hag ar beleg kozh da zisplegañ dezhañ e oa bet Zeus o tremen an nozvezh kent gant Alkmena, kemeret gantañ tres he fried. Gwashañ pezh zo, astennet en doa an noz, a badas kement ha teir, evit brazezañ anezhi a-zoare, ha reiñ un haroz dezhi evel mab.
Linenn 31:
-->
 
== El lennegezh ==
Meneget eo Amfitrion e pezhioù-c'hoari:
* ''Amfitrion'', pezh [[Plautus]], skrivagner latin
* ''Amfitrion'', pezh [[Molière]], skivagner gall, savet diwar hini Plautus e 1668
* ''Amfitrion'', pezh [[John Dryden]], skrivagner saoz, e 1690
* ''Amphitryon'', pezh [[Heinrich von Kleist|Kleist]], skrivagner alaman e 1807
* ''Amphitryon 38'', gant [[Jean Giraudoux]], skrivagner gall, e 1929.
 
[[Rummad: Mojennoù Hellaz]]
 
[[ar:أمفيترون]]
Linenn 57:
[[it:Anfitrione (mitologia)]]
[[ja:アムピトリュオーン]]
[[ko:암피트뤼온암피트리온]]
[[nl:Amphitryon]]
[[no:Amfitryon]]