Listri kanopat : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ru:Канопа
D Robot ouzhpennet: ca:Vas canop; Kemm dister
Linenn 7:
== Orin an anv ==
 
Hendraourien eus an XIXvet kantvet an hini o dije badezet al listri-se diwar an anv-gwan latin « canopeus » : ''eus Kanopos''. [[Kanopos]] (pe Kanobos) eo an anv a veze graet gant ar C’hresianed eus ar gêr egiptat Pikouat, e kornôg delta an Nil. Eno, da-larâs ar C’hresianed, e veze azeulet an doue Osiris dindan stummm ul lestr gant penn un den.
Dre fazi e vo graet listri kanopat eus forzh peseurt lestr, dezhañ penn un den pe ul loen, gant an egiptourien gentañ.
 
 
== Emdroadur ==
[[ImageSkeudenn:Krukkerberlin.jpg|thumb|Listri kanopat egiptat dezho penn bugale [[Horus.]]]]
 
Ne gemmas ket niver al listri-se a-hed ar c’hantvedoù, o stumm avat a cheñchas. Da gentañ e vezent kofek hag eeun a-walc’h. Adalek ren [[Amenofis III]] ([[nevezimpalaeriezh]]) e teujont da vezañ mistroc’h, dezhe diskoaz uhel hag ur sichenn strizh. Krennoc’h e teuas o stumm da vezañ e-pad ar [[Maread Izel]].
 
En em dreiñ a reas ar stoufoù ivez. Ront pe plaen da gentañ e kemeront neuz an hini marv da vare an [[nevezimpalaeriezh]]. Adalek an XVIIIvet tierniezh an hini e krogas implij al stoufoù, dezhe stumm [[Bugale Horus|pevar bugel Horus]] evel ma c’haller o gwelet war ar skeudenn. E-doug [[prantad ar Ramsesed]] e teujont da vezañ implijet gant an holl.
 
== Mont en-dro ==
 
A-hervez e voe dizoloet implij al listri kanopat gant [[Jean-François Champollion |Champollion]]. Skrivañ a rae d’an [[12 a viz Du]] [[1812]], e-keit ha ma oa oc’h imbourc’hiñ unan eus al listri kañv-se :
« [...] Adlaaat a rejomp al lestr kanopat en dour berv hag aes e voe deomp tennañ un draezenn diouzh an deun anezhañ. Gronnet e oa en un tamm lien tanav, dezhañ c’hwec’h meudad led hag eizh meudad hed. […] Danvez loenel e oa, heñvel a-walc’h e neuz ouzh hini avu, kalon pe felc’h un den. […] Tostoc’h e oa d’ar felc’h dre e dolzennad<ref>Jean-François Champollion - Sa vie et son œuvre - 1790-1832 gant [[Hermine Hartleben]], pajenn 123.</ref>.
 
 
Linenn 59:
 
[[bg:Каноп]]
[[ca:Vas canop]]
[[cs:Kanopa]]
[[de:Kanope]]