Dyfed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 15 Eos 2006 da 07:51

Ur rouantelezh e mervent Kembre e oa Dyfed. En em astenn a rae e douareier e lec'h m'emañ Pembrokeshire.

Istor

Orin

An douareier ma kaver rouantelezh Dyfed goude diskar an impalaeriezh roman a berc'hennas d'an demetiae, ur meuriad keltiek n'anavezer kalz traoù diwar-e-benn. Ne oant ket brezelour ha gwarnizon ebet a oa er vro. Levezon ar sevenadur roman a oa gwan a-walc'h, neuze, zoken ma voe kistenekaet d'ar memes amzer eget peurest Preden.

D'amzieub e yeas, war a greder, ar rannvro e 382 pa roas Maksim, a oa rener preden neuze, ar rannvro d'e vap Antonius Donatus Gregorius (kembraeg Anwn Dynod). Ne oa ket ur roue, pe zoken un tiern, gwir anezhñ moarvat met kentoc'h un doare rener lec'hel karget da zifen aod mervent kembre ouzh argasadegoù an iwerzhonizh. Goude faezhidigezh Maksem, avat, e tilezas Roma Preden ha d'un diern e yeas map bihan Antonius Donatus Gregorius, Clotri.

Donedigezh an Iwerzhoniz

E 421 e euredas Gwledyr, hêrez Dyfed, Triphun mac Aed, roue meuriad iwezhonat an Deisi a oa bet aotret d'en em staliañ e Dyfed d'e zifenn ouzh morlaerien hag a oa aet da gontroliñ Brycheinog. Difer a chomas an div rouantelezh, avat, rak kurun Brychenog a voe roet da Anlach mac Cormac

Daoust m'he-doa un orin iwerzhonat en em gembrekaat a reas buan familh roueel Dyfed. Goude marvelezh Triphun mac Aed e voe anvioù kembreat gan tout e diskennidi.

Unvaniezh gant Brycheinog

War-dro 640 - 650 e euredas roue Cloten ap Nowy Ceindrych ferch Rhiwallon, hêrez Brycheinog. Unvaniet e voe an div rouantelezh goude he marvelezh e 650 betek 700 pa aloubas Ceredigon Dyfed. Ceredigon -pe Seisyllwg evel ma oa anvet goude-se - a stagas Ystrad Tywi ha troc'hañ a reas Dyfed e daou.

E 720 e roas roue Dyfed Rhain ap Cadwgan Brycheinog d'e vreur Awst ap Cadwgan.

Diskar ar rouantelezh

Da wanaat e yeas Dyfed goude koll Ystrad Tywi met ar familh roueel a vrias ar galloud betek 811 pa varvas Owain ap Meredydd, an hêr diwezhañ eus Triphun mac Aed. Tremen a reas Dyfed da Hyfaidd ap Bledrig, map ur bilen a oa euredet merc'h Owain, Tangwystyl ferch Owain

E 904 e oa staget Dyfed gant Hywel Dda en-doa dimezet gant merc'h e roue Llywarch ap Hyfaidd. Un darn eus Deheubarth e oa goude-se


Listenn rouaned Dyfed (n'int ket sur an amzeriadoù)

Tiegezh Maksim

  • Antonius Donatus Gregorius (Anwn Dynod) : 382
  • Demetius (Ednyfed): 400
  • Clotrius (Clotri) 410 - 421 Roue brezhon diwezhañ

Tiegezh Mac Aed

  • Triphun (Valerian) (mac Aed): 421-445
  • Aircol (Agricola) : 467
  • Vortipor (Vortiporious): 495 - 540
  • Cyngar ap Gwrthefyr (Vortipor): 550
  • Petr (Pedr) ap Cyngar : 570
  • Arthur map Petr : 595-615
  • Nowy Hen (the Old): 625 (roue Dyfed & Brycheiniog)
  • Cloten ap Nowy : 650 (roue of Dyfed & Brycheiniog)
  • Caten ap Cloten : 670 (roue of Dyfed & Brycheiniog)
  • Cadwgan Tredylig (ap Caten) : 690 (roue of Dyfed & Brycheiniog)
  • Regin (Rhain) ap Cadwgan : 710
  • Teuder (Tewdos) ap Regin : 730
  • Meredydd ap Teuder : 798
  • Rhein ap Maredydd : 798 - 808
  • Triffyn ap Rhein : 808 - 810 (hêr ebet)
  • Owain ap Meredydd : 810 -811
  • Hyfaidd ap Bledrig :?811 - 893
  • Llywarch ap Hyfaidd : 893 - 904
  • Rhodri ap Hyfaidd : 904
  • Hywel Dda :904 - 950 (roue Deheubarth)

Gwelet ivez

Deheubarth