Gregor Erhart : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: fr:Gregor Erhart; Kemm dister
adsell
Linenn 4:
 
== E vuhez ==
Deskiñ a reas ar vicher gant e dad, Michael Erhart e anv. Diwar [[1485]] e stagas gant an arzoù (''Ar Werc'hez gant sant Benno ha sant Korbinian München-Thalkirchen''). En em staliañ a reas en Augsburg e [[1494]]. Kemer a reas perzh e sevel [[stern-aoter]] abati beneadat Blaubeuren e [[Swabia]].
 
Ouzhpenn e savas oberennoù evel ar ''Werc'hez gant he bugel'' e Sant-Ulrich en [[Augsburg]], miret hiziv an deiz e mirdi ar gêrkêr, hini beneadiz [[Abati Zwiefalten|Zwiefalten]], war ziskouez hiziv an deiz e mirdi [[Detroit]] hag ''Ar Werc'hez warezus'' (stern-aoter iliz Kaisheim am Donauwörth) kensavet gant [[Hans Holbein gozh]] hag Adolf Daucher (Deutschesmuseum [[Berlin]]).
 
War e gont ivez e vez lakaet ''An Alamanez vrav pe Mari Madalen'' a vez roet dezhañ.
Bezioù a savas ivez : hini an abad Mörlen a c'haller gwelout hiziv an deiz e mirdi Augsburg, hag ivez skridoù-bez ha bez Diepold von Stein e [[Jettingen]], savet e-tro [[1503]].