Unix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 56:
 
Dre ma ne oa ket an aozoù aotre kenwerzhel UNIX nevez ken spletus evit un implij skolveuriek eget gant aozadennoù koshoc'h Unix, imbourc'herien Berkeley a zalc'has da ziorren Unix BSD evel un dazeilad da UNIX System III ha V, da gentañ-penn war an adeiladerezh PDP-11 (an embannoù 2.xBSD, betek an hini 2.11BSD) ha diwezhatoc'h evit ar VAX-11 (an embannoù BSD 4.x). Degasadennoù niverus da Unix a voe gwelet da gentañ war embannoù BSD, pergen ar [[C shell]] gant [[kontroll an trevelloù]] (diwar batrom [[Incompatible Time Sharing|ITS]]). E-touez ar strivoù diorren BSD, bezañ ouzhpennet kod ar [[Rouedad urzhiataerioù|rouedad]] [[TCP/IP]] d'ar [[Kraoñell (stlenneg)|graoñell]] Unix pennañ a voe moarvat an hini heverkañ. Strivoù diorren BSD a zisoc'has war meur a embann talvoudus enno kod rouedad : 4.1cBSD, 4.2BSD, 4.3BSD, 4.3BSD-Tahoe (lec'h m'eo "Tahoe" lesanv adeiladerezh [[Computer Consoles Inc.]] Power 6/32, bet an embann kentañ nann-DEC eus ar graoñell BSD), Net/1, 4.3BSD-Reno (evit klotaat
gant an anvadur "Tahoe", ha gant ma tenne an embann-se eus ur c'hlaoustre tamm pe damm), Net/2, 4.4BSD, ha 4.4BSD-lite. Ar c'hod rouedad enklozet en embannoù-se a zo an hendad eus kalzig eus ar c'hod rouedad TCP/IP en implij hiziv, en o zouez ar c'hod a voe embannet diwezhatoc'h en UNIX System V gant AT&T hag aozadennoù abred [[Windows|Microsoft Windows]]. An [[Etrefas programmiñ an arloadoù|API]] [[Socketoù Berkeley]] a zeu a-gevret a zo ur standard de facto evit APIoù rouedad hag eilet eo bet war meur a savenn.
 
Kevredadoù all a grogas da ginnig aozadennoù kenwerzhel eus ar reizhiad UNIX evit o krennurzhiataerioù ha o staeloù labour dezho. Ar bras eus an argemmoù nevez-se a voe diorroet adalek un diaz System V hervez un aotre digant AT&T ; evelato, lod all a voe diazezet kentoc'h war BSD. Unan eus diorroerien pennañ BSD, [[Bill Joy]], a yeas da genziazezer [[Sun Microsystems]] e 1982 hag a grouas [[SunOS]] (bremañ [[Solaris (reizhiad korvoiñ)|Solaris]]) evit o [[staeloù labour]]. E 1980, [[Microsoft]] a gemennas e Unix kentañ evit korrurzhiataerioù [[16-bit]] [[Xenix]] e anv, a voe douget e 1983 war ar c'hewerier [[Intel 8086]] gant [[Santa Cruz Operation]] (SCO), hag a-benn an diwezh e troas Xenix da [[SCO UNIX]] e 1989.
Linenn 82:
E 1995 e voe gwerzhet gant Novell da Santa Cruz Operation an obererezh merañ ha skoazellañ an aotreidi UNIX beziat, hag ar gwirioù da ziorren pelloc'h diaz kod System V .[http://www.novell.com/news/press/archive/1995/09/pr95220.html] Daoust ha Novell he doa gwerzhet war un dro ar gwriroù eilañ, setu bremañ danvez ur breud (gwelet a-is).
 
E 1997, [[Apple Computer]]Computer a glaske un diazez nevez evit reizhiad korvoiñ e Macintosh ha dibab a reas [[NEXTSTEP]], ur reizhiad korvoiñ bet diorroet gant [[NeXT]]. Kalonenn ar reizhiad korvoiñ, a oa diazezet war [[BSD]] hag ar [[Kraoñell Mach|graoñell Mach]], a voe adanvet [[Darwin (reizhiad korvoiñ)|Darwin]] goude bezañ bet prenet gant Apple. Bezañ skignet Darwin e-barzh [[Mac OS X]] a ra eus hemañ diwezhañ, gouez da zislêriadur un implijad eus Apple dirak ur c'hendalc'h [[USENIX]], ar reizhiad diazezet war Unix ar muiañ implijet e marc'had an [[urzhiataer burev|urzhiataerioù burev]].
 
=== 2000 betek hiziv ===