Sultan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: arz:سلطان
D Robot tennet: et:Sultan; Kemm dister
Linenn 1:
'''Sultan''' ([[Arabeg]]:''' سلطانسلطان''') zo un titl [[Islam|islamek]] bet gwisket gantañ talvoudegezhioù disheñvel a-hed an istor. E penn-kentañ e oa un anv-kadarn arabek a dalveze kement ha "nerzh", "aotrouniezh", beli un den". Diwezhatoc'h e teuas da vezañ implijet evit envel renerien vuzulman embannet ganto o hollveliezh er fedoù (da lavaret eo na anavezent beli all ebet a-us dezho estreget o hini dezho o-unan) hep mont betek goulenn ar [[Kalifelezh|galifelezh]] klok evit kelo-se. Adal neuze e krogas an termen da zezverkañ talvoudegezhioù disheñvel hervez ar gendestenn.
 
== [[Monark]] muzulman a ren diouzh reol ar ''[[charia]]'' (chari'ah) ==
Evel m'eo termenet roll ar rener gant ar [[Koran|C'horan]] end-eeun ez eus ur pouez speredel ha relijiel war un dro gant ar sultan. Koulskoude, n'eus ket eus ar sultaned doktorien relijiel. Da geñveriañ, en [[Impalaeriezh vuzantat]], e veze graet [[Kaezarpabelezh]] eus an unded relijiel ha stadel-se e metoù hengounel kristeniezh reizhkredennek ar reter. [[Nikolaz II Rusia|Nikolaz II]], [[tsar]] [[Rusia]] eo bet ar penn-Stad anvuzulman diwezhañ gantañ ur galloud damheñvel. E [[Breizh-Veur]], er furmoù, ez eo [[Monark Breizh-Veur]] war un dro e penn an Iliz hag ar Stad ha [[Gouarnour meur Iliz Bro-Saoz]]; er fedoù n'eo ken ar rouanez nemet penn an Iliz war baper; emañ ar statud-se da vezañ adwelet ivez p'en deus embannet ar [[priñs]] [[Charlez (priñs Kembre)|Charlez]] e venne bezañ 'difennour an feizioù' kentoc'h eget 'difennour ar feiz'.
 
Ar c'hentañ zo bet oc'h ober gant an titl a ' Sultan' eo bet ar Penn Turkmen [[Mahmoud a Ghazni]] (o ren eus [[998]] da [[1030]]). War-lerc'h eo deuet 'Sultan' da vezañ titl ar Pennoù [[Turked seldjouk Turk|Seldjouk]], an Durked [[Impalaeriezh Otoman|Otoman]], an [[Tierniezh Ayyubid|Dierniezh Ayyubid]] hag ar renerien [[Mamelouked|Mamelouk]] en [[Egipt]]. Skeudennaouet brav eo talvoudegezh relijiel an titl dre ar fed m'eo [[Kalif]] [[Kaero]] eo a roas an anv a 'Sultan' da [[Mourad Iañ|Mourad {{Iañ}}]], trede rener an Impalaeriezh Otoman e [[1383]]. [[Bey|Beyed]]ed a veze graet anezho betek neuze.
 
Diwezhatoc'h ne voe ket ken niverus ken ar renerien o tougen an anv "sultan". Implijet eo bet an termen gant renerien gentañ tiegezh roueel a-vremañ [[Maroko]]. Hiziv an deiz ne vez mui implijet nemet gant [[Sultan Oman]], [[Sultan Brunei]] hag aotrounez zo e [[Mindanao|su Filipinez]], war [[Java (enez)|Java]] hag e Stadoù kozh [[Malaysia]] zo bremañ e-barzh Stad a-vremañ [[Malaysia]]. Tachenn ur sultan a vez graet [[sultanelezh]] anezhi. E bed ar c'hornôg ez eus bet savet un termen [[Sultanez (titl)|sultanez]]; un droidigezh dizampart-tre evit ober anv eus gwragez ar sultaned.
Linenn 10:
Ar renerien vodern a fell dezho reiñ ton d'o galloud douarel en ur [[Stad a wir]] o deus dilezet tamm-ha-tamm an anv sultan evit degemer an anv a [[roue]].
 
== Sultaned ha sultanelezhioù kozh ==
=== Reter-kreiz & Azia Greiz ===
* [[ Impalaeriezh Ghaznavid |Sultanelezh Ghaznavid]]
* [[ Impalaeriezh Seldjouk|Sultaned ar Seldjouk meur]]
* [[Sultanelezh Rüm| Sultanelezh Seldjouk Rüm]]
* [[ Impalaeriezh Otoman |Sultaned an Impalaeriezh Otoman]], an [[Tierniezh otoman|Osmanli]]
* [[Tierniezh Ayyubid | Sultaned Ayyubid Damask]] (e [[Siria]])
* Hiziv an deiz e [[Yemen]], un nebeud Sultanelezhioù bihan e [[Gwarezveli Aden|gwarezveli breizhveuriat kozh Aden]] hag e [[Kevread Su Arabia|Arabia Saoudat]]:
::[[Audhali]], [[Fadhli]], [[Haushabi]], [[Kathiri]], [[Sultanelezh Lahej|Lahej]], [[Aulaqi izelañ]], [[Yafa izelañ]], [[Mahra]], [[Qu'aiti]], [[Subeihi]], [[Sultanelezh Aulaqi uhelañ| Aulaqi uhelañ]], [[Yafa uhelañ]], ha Sultanelezhioù [[Wahidi]]
* Hiziv an deiz e [[Arabia Saoudat]] :
** [[Nejd|Sultaned Nejd]]
** [[Hejaz|Sultaned an Hejaz]]
 
=== Hami ===
Hennezh a oa an titl diles, kevatal da sultan, a veze roet da vonarked islamek renerien tiegezh Oman en he div rouantelezh :
* [[Oman]] — [[Sultan Oman]], e su arvor [[ledenez Arabia]], anezhi ur sultanelezh dizalc'h abaoe [[1784]], daou vloaz a-raok na vije kollet he galloud douarel gant an [[imamelezh]] e [[1786]] (degemeret ent furmel an titl Sultan e [[1861]])
* [[Sultan Zanzibar|Sultanelezh Zanzibar]] (eus Tierniezh Oman); dispartiet er fedoù eus Oman abaoe [[1806]]. Dibenn ar Sultan diwezhañ e 1861 pa voe rannet an div vro ent ofisiel dindan beli Breizhveuriz; stag abaoe [[1964]] eus [[Tanganyika]], ul lodenn eus [[Tanzania]])
 
=== Norzh Afrika ===
* [[Tierniezh Ayyubid |Sultaned Ayyubid Egipt]]
* [[Mamelouked|Sultaned Mamelouk Egipt]]
* Sultanelezh [[Tuggurt]]
* e [[Maroko]]
 
=== Kornôg & Kreiz Afrika ===
* e [[Kameroun]]:
** [[Bamoun]] (krouet Bamoun er {{XVIIvet kantved}} dre unaniñ 17 penn meuriad); sultanelezh adal [[1918]] met adrannet e [[1923]] diouzh ar 17 tachenn kent.
** [[Bibemi]] savet e [[1770]]- [[Lamido]] o vezañ bet an titl kentañ ...., goude sultan
** [[Mandar]] Sultanelezh abaoe [[1715]] (e lec'h rouantelezh [[Wandala]]); [[1902]] Lodenn eus Kameroun
** [[Roue Bouba]] Sultanelezh savet e [[1804]]
* e [[Republik Kreizafrika]]:
** [[Bangassou]] krouet e-tro [[1878]]; 14 Mezheven [[1890]] dindan [[gwarezveli]] [[Stad dizalc'h Kongo]], dindan gwarezveli [[Frañs]] e [[1894]]; berzet ar Sultanelezh e [[1917]] gant ar C'hallaoued.
** [[Dar al-Kuti]] - gwarezveli gall adal an [[12 Kerzu]] [[1897]]
** [[Rafai]] Sultanelezh e-tro [[1875]]; [[8 Ebrel]] [[1892]] dindan gwarezveli Stad dizalc'h Kongo; [[31 Meurzh]] [[1909]] dindan gwarezveli ar C'hallaoued; berzet ar Sultanelezh ganto e [[1939]]
** [[Zemio]] diazezet e-tro [[1872]]; [[11 Kerzu]] [[1894]] dindan gwarezveli Stad dizalc'h Kongo; Ebrel [[1912]] dindan gwarezveli ar C'hallaoued; berzet ar Sultanelezh ganto e 1923.
 
=== [[Reter Afrika]] ===
==== Titl a Sultan ====
* [[Komorez|Sultanelezhioù Komorez]]
* [[Sultanelezhioù Norzh Somalia]]
* [[Angoshe]] war aod [[Mozambike]] (gant meur a sheikhelezhioù en trowardroioù)
 
==== Maliki ====
Hennezh a oa un titl kevatal all (deveret evit doare diouzh ar ger arabek [[Malik]] (roue)) implijet gant Sultaned [[Kilwa Kisiwani]], e Tanganyika (hiziv an deiz e Tanzania)
 
==== Mfalume ====
Hennezh eo an tiltl (Ki)Swahili bet roet da meur a rener muzulman engenidik, troet peurliesañ gant an termen Sultan en arabeg hag e yezhoù ar c'hornôg. :
* e [[Kenya]]:
** [[Enez Pate]], en [[Enezeg Lamu]]
** [[Witu]], gwarezveli [[Alamagn]] ha, da-heul, [[Breizh-Veur]]
* e [[Tanganyika]] (lodenn eus [[Tanzania]] hiziv): eus [[Hadimu]], war an enez dezhi an hevelep anv; implijet e veze an titl '''Jembe''' ivez.
 
==== Sultani ====
Hennezh a oa an titl engenidik e Stad [[Tanzania|tanzanian]] [[Uhehe]]
 
=== [[Gevred Azia]] ===
* [[Sultan Brunei]], Brunei
* [[Sultanelezh Malacca]], Malaysia
* [[Sultanelezh]] [[Sultanelezh Johor|Johor]], [[Perak]], [[Terengganu]], Malaysia
* [[Aceh|Sultanelezh Aceh]], unan e-touez ur bern all e [[Indonezia]]
* [[Sultanelezh Maguindanao]], [[Filipinez]]
* [[Ternate|Sultanelezh Ternate]], Indonezia
* [[Tidore|Sultanelezh Tidore]], Indonezia
* [[Sultanelezh Mataram]], [[Java (enez)|Java]], Indonezia
* [[Sultanelezh Sulu]], Filipinez
 
=== [[Su Azia]] ===
* [[Sultanelezh Bahmani]]
* [[Bengal|Sultanelezh Bengal]]
* [[Sultanelezhioù Dekkan]]: [[Berar]], [[Bidar]], [[Bijapur]], [[Golkonda]], [[Ahmednagar]]
* [[Sultanaelezh Delhi |Sultanelezh Delhi]] meur a dierniezh, an hini ziwezhañ anezho (moghol) a zeuas da vezañ impalaerel Padshah-i Hind
* [[Gujarat|Sultanelezh Gujarat]]
* [[Jaunpur|Sultanelezh Jaunpur]]
* [[Kandesh|Sultanelezh Kandesh]]
* [[Maldivez|Sultanelezh Maldivez]]
* [[Malwa|Sultanelezh Malwa]]
* [[Rouantelezh Mysore|Sultanelezh Mysore]]
 
== Sultanelezhioù a-hiziv ==
* [[Brunei]]
* [[Indonezia]] — Sultan [[Yogyakarta]] eo gouarnour ar broviñs-se
* [[Malaysia]]
** ''Notenn'': Sultan eo titl seizh ([[Johor]], [[Kedah]], [[Kelantan]], [[Pahang]], [[Perak]], [[Selangor]] ha [[Terengganu]]) eus an nav [[Pennoù Malay Ruler|Penn]] [[Stadoù Malay|Stad Malay]]. Dibabet e vez ar Penn Stad evit Malaysia a-bezh, ar [[Yang di-Pertuan Agong]], e-touez an nav Penn-se. Graet e vez "Roue" anezhañ alies en estrenvro. Gant ar [[Kentañ Ministr|c'hentañ ministr]] emañ ar galloud a-hend-all. ''Gwelet ivez'' : [[Titloù Malay]]
* [[Oman]], ur vroad arab, bet anvet gwechall Sultanelezh Maskat (hag Oman)
 
== Titloù priñsed ha brientinien ==
Er reizhiad tierniezhek Otoman e veze graet 'Sultaned' eus pennhêred ar ''[[Padishah]]'' (anvet ivez [[Sultan Meur]] e bed ar c'hornôg) o ren. Evit se e vez implijet an termen monarkek-mañ da dermen kevatal d'an hini a [[Priñs a wad]] e bed ar c'hornôg: ''Daulatlu Najabatlu [[Shahzada]] sultan'' (anv an den) ''Hazretleri Effendi''; evit an eil pennhêr avat e oa an titl ''Daulatlu Najabatlu [[Vali Ahad]]-i-Sultanelezh'' (anv an den) ''Effendi Hazlatlari'', d.l.e. Priñs Kurunenn ar Sultanelezh.
* Mibien ar priñsezed Impalaerel, er-maez eus jeu hêrezh an Otomaned, a veze graet '''Sultan''zada''''' (anv an den) ''[[Bey]]-Effendi'' anezho, d.l.e. ''Mibien'' Priñs(ez) an dierniezh.
 
E Stadoù muzulman zo e veze implijet an termen 'sultan' evel un termen evit envel ar vrientinien ivez; evel-se e oa kont e [[Khanelezh Astrakan|khanelezh tartar Astrakan]]
 
=== Titloù kenaozet ===
* '''Mani Sultan''', a dalvez 'Perlezenn ar renerien', pe, gant nebeutoc'h a varzhoniezh, Monark meurdezus, a oa un adtitl, lodek eus titl klok [[Maharaja]] [[Travancore]]
 
== Renk milourel ==
E kalzik eus ar Stadoù savet dindan ar renerezh mongol turk goude ar galifelezh e oa un asez urzhaz milourel er mod gladdalc'hel, dekvedel alies (dreist-holl en impalaeriezhioù brasañ), a implije an titloù [[Khan]], [[Malik]], [[Amir]] da verkañ renk ar briñsed.
 
En Impaleriezh pers, e veze graet 'Sultan' eus ur renk kevatal da hini ar [[Kabiten|C'habiten]] traken. Klotañ a rae gant ar pempvet renk anvet 'Ali Jah
 
== Gwelet ivez ==
Titloù islamek all
* [[Emir]] (Amir)
Linenn 123:
* [[Sultan ar Sultaned]]
ha pelloc'h
* [[Sultan HMS]] (Royal Navy)
 
== Mamennoù ha daveennoù ==
* {{en}} [http://www.4dw.net/royalark/Persia/persia-glossary.htm| RoyalArk - Impalaeriezh pers]
* {{en}} [http://www.worldstatesmen.org/ Pennoù Stad ar Bed]
<!-- etrewiki -->
 
[[Rummad:Termenoù arabek]]
Linenn 135 ⟶ 136:
[[Rummad:Monarchiezh]]
[[Rummad:Titloù noblañs]]
[[Rummad:Sultaned| ]]
[[Rummad:Titloù]]
 
<!-- etrewiki -->
 
[[an:Soldán]]
Linenn 155 ⟶ 154:
[[eo:Sultano]]
[[es:Sultán]]
[[et:Sultan]]
[[eu:Sultan]]
[[fi:Sulttaani]]