Fest-noz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: it:Fest-noz
Linenn 16:
Goude ar brezel, dindan atiz un nebeut [[Poullaouen]]iz, [[Loeiz Roparz]] en o zouez, e kendalc'has annezidi ar gumun en em vodañ er vourc'h evit delc'her festoù-noz mod-nevez distag ouzh deiziadur labourioù ar gounezerezh. Savet e oe [[Kelc'h keltiek Poullaouen]] a veze darempredet koulz gant tud yaouank ha tud oadet a vourre dañsal e mod ar menezioù, an dañs dre son mouezhioù an holl dañserien o tispakañ ar [[kan-ha-diskan|c'han-ha-diskan]].<br>
Pa oa Loeiz Roparz, hemañ kelenner o chom e [[Kemper]] hag o seveniñ kargoù e [[kevredigezh]]ioù a zalc'he da gendelc'her gant ar [[brezhoneg]] ha gizioù hengounel Breizh, eñ a reas lañs da [[embregadur]] dansoù Breizh er-maez eus ar c'helc'hioù keltiek.<br>
D'an [[26 Kerzu|26 a viz Kerzu]] [[1957]] e oe dalc'het ar fest-noz kentañ e kêr ha digor d'an holl e-barzh ar [[Koc'hu|c'hohuhoc'hu]] nevez savet e Kemper.<br>
Perzh pennañ ar fest-noz modern eo al [[leurenn]] m'emañ staliet warni an [[embregour]]ien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un [[arvest]] sonerezh, ur [[sonadeg]], evit an dud ne gredont ket mont da zañsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asamblez, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dañsal e lec'h pe lec'h hag kervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dañsoù ar menezioù ([[kavotenn]], [[pachpi]], da gentañ holl) e teuas tamm ha tamm ar boaz dañsal hervez [[giz]]ioù broioù all Breizh ([[Bro-Wened]] ([[an-dro]], [[hanter-dro]], [[laride]]) ha pelloc'h).