Fest-noz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 19:
Perzh pennañ ar fest-noz modern eo al [[leurenn]] m'emañ staliet warni an [[embregour]]ien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un [[arvest]] sonerezh, ur [[sonadeg]], evit an dud ne gredont ket mont da zañsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asamblez, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dañsal e lec'h pe lec'h hag kervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dañsoù ar menezioù ([[kavotenn]], [[pachpi]], da gentañ holl) e teuas tamm ha tamm ar boaz dañsal hervez [[giz]]ioù broioù all Breizh ([[Bro-Wened]] ([[an-dro]], [[hanter-dro]], [[laride]]) ha pelloc'h).
 
<nowiki>Lakait an destenn anfurmadet amañ</nowiki>==Berzh ar fest-noz evel fenomennanadenn sokial==
Deuet eo ar festoù-noz da vezañ ur [[fenomenn]] sokial a-bouez e Breizh e dibenn ar bloavezioù [[1960]] e Breizh pa rajont berzh er-maezh eus metoù al luskadoù a rae gant kendalc'h ar c'hustumoù. Diorren [[skol-veur|skolioù-meur]] Breizh a zo bet efedus-tre pa veze ar studierien dedennet doareoù marc'had-mat evit en diduiñ. Merzet eo bet e oe degaset gant menozhioù nevez [[Mae 1968]] ur spered digoroc'h e-keñver modoù-bevañ ar gouerien (sellet ouzh kumuniezhoù tud aet da [[sevel loened]] e [[Tolzenn-Greiz|menezioù kreiz Bro-C'hall]]) ha d'o kustumoù hengounel.<br>
Pa tarzhas berzh [[Alan Stivell]] a renevezas [[sonerezh Breizh]] gant [[ritm]]où ha benvegoù-seniñ modern e [[1971]] e oe roet ul lañs nevez d'ar festoù-noz. Aozet e oent gant meur a gevredigezh lec'hel e pep korn Breizh. Koulskoude e oent niverusoc'h-niverusañ e-korf ar mizioù-[[hañv]] pa vez [[Brezhoned]] deuet da [[vakañs]]iñ er vro ha [[touristerezh|touristed]] prest da gemer perzh en [[diduamant]]où lec'hel.