Fest-noz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Disteurel kemmoù 657585 a-berzh 81.48.163.3 (kaozeal)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
Perzh pennañ ar fest-noz modern eo al [[leurenn]] m'emañ staliet warni an [[embregour]]ien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un [[arvest]] sonerezh, ur [[sonadeg]], evit an dud ne gredont ket mont da zañsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asamblez, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dañsal e lec'h pe lec'h hag kervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dañsoù ar menezioù ([[kavotenn]], [[pachpi]], da gentañ holl) e teuas tamm ha tamm ar boaz dañsal hervez [[giz]]ioù broioù all Breizh ([[Bro-Wened]] ([[an-dro]], [[hanter-dro]], [[laride]]) ha pelloc'h).
 
==Berzh ar fest-noz evel fenomennanadenn sokial==
Deuet eo ar festoù-noz da vezañ ur [[fenomenn]] sokial a-bouez e Breizh e dibenn ar bloavezioù [[1960]] e Breizh pa rajont berzh er-maezh eus metoù al luskadoù a rae gant kendalc'h ar c'hustumoù. Diorren [[skol-veur|skolioù-meur]] Breizh a zo bet efedus-tre pa veze ar studierien dedennet doareoù marc'had-mat evit en diduiñ. Merzet eo bet e oe degaset gant menozhioù nevez [[Mae 1968]] ur spered digoroc'h e-keñver modoù-bevañ ar gouerien (sellet ouzh kumuniezhoù tud aet da [[sevel loened]] e [[Tolzenn-Greiz|menezioù kreiz Bro-C'hall]]) ha d'o kustumoù hengounel.<br>
Pa tarzhas berzh [[Alan Stivell]] a renevezas [[sonerezh Breizh]] gant [[ritm]]où ha benvegoù-seniñ modern e [[1971]] e oe roet ul lañs nevez d'ar festoù-noz. Aozet e oent gant meur a gevredigezh lec'hel e pep korn Breizh. Koulskoude e oent niverusoc'h-niverusañ e-korf ar mizioù-[[hañv]] pa vez [[Brezhoned]] deuet da [[vakañs]]iñ er vro ha [[touristerezh|touristed]] prest da gemer perzh en [[diduamant]]où lec'hel.
Linenn 29:
 
==Ar cyber festoù-noz o lakaat dañsou Breizh da vezañ [[hollvedelezh|hollvedel]]==
D'an [[20 C'hwevrer|21 a viz C'hwevrer]] [[1999]] e oe savet e [[Kemper]] ar [[cyber fest-noz]] kentañ a zo ar "fest-brasañ er bed" hervez an [[embregerezh]] aozer, [[An Tour-Tan]]. Gant harp kalvezel [[France-Télécom]] eo bet kaset war an [[Internet]] [[skeudenn]]où ha sonerezhioù ar fest-noz a oe dalc'het er "Pavilhon", [[sal-arvestoù]] brasañ kêr. 3 000 den a zeuas da zañsal ha 20 000 [[lugadur]] a oe kontet. Kreskiñ a reas niver al lugadurioù er bloavezhioù war-lerc'h koulz hag e lec'hioù ar bed ma oe aozet festoù-noz enno ([[Beijing]], [[Bourdel]], [[Danmark]], [[Kaledonia-Nevez]], [[Lyon]], [[Kêr-Vec'hiko]], [[Nevez-York]], Ar RéunionReünion, etch.a....). E [[2006]] e oe skignet skeudennoù e perzh ar skinwel da war-dro 145 000 den kenluget. E miz Here [[2007]] e oe kaset ar cyber fest-noz e [[Pariz]] da goulz [[skorad bruderezh]] [[Rannvro Breizh]], anvet ar "Breizh Touch".
 
==Sellet ivez==