Fest-noz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Dre vras e c'hoarveze ar festoù-noz e [[degouezh]]ioù pennañ buhez ar gouerien : dibennoù mareoù ar [[prantad]]où labour bras : an [[here]], an [[eost]], fardañ al [[leur-dornañ|leurioù dornañ]] nevez hag e-doug ar [[pardon]]ioù a oa niverus ivez...
 
==Diskar ar sevenadur dedre gomz hahag ar festoù hengounel e Breizh==
Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] e krogas ar gouerien vrezhon treiñ o evezh war-du gizioù ar c'hêrioù evel dañsal [[dañs-saloñs|dañsoù embreget e kêrioù Bro-C'hall]] ([[vals]], [[polka]], [[cha-cha-cha]], hag all...) dre son ar benvegoù-seniñ nevez-deuet er vro ([[akordeoñs]], [[violoñs]], [[treujenn-gaol]]). Salioù-dañs a voe digoret gant [[tavarn]]ourien ha [[kenwerzh]]erien nevez. Kouezhañ a reas [[boaz]] sevel festoù-noz er-maezh dre ma veze gizioù ha [[kustum]]où ar c'hêrioù o astenn o [[levezon]]. Diorren ar [[skingomz]] e-touez ar re binvidikañ hag en ostalerioù a silas [[ton]]ioù nevez e [[divskouarn]] tud ar [[bourc'h]]ioù hag ar maez. War-dro ar bloavezioù [[1930]] e yeas da get festoù ar prantadoù-labour.