Ofis ar Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→Istor: Ur sell ouzh ar yezh |
|||
Linenn 9:
Gant berzh ar skolioù [[Diwan]] ha, diwezhatoc'h, krouidigezh ar c'hlasoù divyezhek publik kentañ e oa deuet ar goulenn sokial evit reiñ plas d'ar brezhoneg er vuhez foran da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ. E-kreiz ar [[bloavezhioù 1980|bloavezhioù 80]] e rene al luskad [[Stourm ar Brezhoneg]] stourmoù dalc'hus evit goulenn ma vefe ofisielaet ar brezhoneg. Dekmiliadoù a banelloù-hent a oa bet gwallaozet pe livet gant Stourm ar Brezhoneg dindan un nebeud bloavezhioù.
Donedigezh [[François Mitterrand]] e penn
===Skol-Uhel ar Vro===
Linenn 41:
E [[2003]] e kinnigas Jean-Yves Kozan d'an Ofis dont da vezañ ur framm publik. Distaolet e voe ar c'hinnig gant ar C'huzul-merañ a soñje dezhañ ne oa ket darev a-walc'h ar c'hinnig. E [[2004]] ez eas ar maout er rannvro gant skipailh [[Jean-Yves an Drian]] a embannas e felle dezhañ e teufe an Ofis da vezañ un Ofis Publik a-raok pell.
E miz Kerzu [[2007]] e voe votet gant Rannvro Breizh war ar fed lakaat an Ofis da zont da vezañ un [[Ensavadur Foran a Genlabour Sevenadurel]] hag e nevez-amzer [[2009]] e voe votet statudoù '''Ofis Publik ar Brezhoneg''' gant ar c'huzul-rannvro. A-benn neuze e kinnigas ar rannvro d'ar Stad, da rannvro [[Broioù al Liger]] ha d'ar pemp departamant breizhat bezañ ezel eus an Ofis Publik a-benn sevel ur politikerezh yezh publik boutin evit ar brezhoneg.
==Aozadur==
|