Paskal Tabuteau : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
D Liammoù hag all
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant '{{Kempenn}}'
Linenn 1:
{{Kempenn}}
Ganet eo Paskal Tabuteau e 1962 e Montmorillon ([[Poatev]]). Aet eo da is-ofiser e-barzh aerlu [[Bro-C'hall]] e [[1981]] goude bout bet o labourat tammoùigoù evel addreser kirri-tan. Kroget en deus da zeskiñ brezhoneg er bloavezhioù 80' gant an hentenn Assimil ha gant sikour [[Skol an Emsav]]. Tapet en deus un Deug, un aotregezh hag ur vestroniezh vrezhoneg e [[1995]] e skol-veur Roazhon 2. Kapesianet eo bet e [[1999]] e brezhoneg hag e saozneg goude bout bet o labourat e [[Gwiana]] c'hall (Amerika ar Su). Kelenner brezhoneg eo bet e Ploue hag e Lannarstêr betek 2008. Skrivet en deus barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù ha pennadoù kazetennerezh e-barzh [[Al Liamm]], [[Brud-Nevez]], [[Klask]], [[Bremañ]]. Lakaet en deus e brezhoneg istor ha beajoù Sant Brendan ([[Emgleo Breiz]] - [[2005]]). Lakaet en deus ivez e brezhoneg enklotennet skrid " La Chanson d'Aiquin" a zo chomet diembann betek-hen. Den kar-e-vro, graet en deus e seizh gwellañ e korn bro Ploue a-benn delc'hen ar brezhoneg en e blomm e-mesk ar re yaouank.
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1962]]