Ospital : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ro:Spital
D Robot ouzhpennet: ht:Lopital; Kemm dister
Linenn 4:
Un '''ospital''' (kavet e vez ''klañvdi'' a-wechoù) a zo un [[ensavadur]] evit kempennadurezh yec'hed an dud dre klask o [[pare]]añ gant prederiadoù roet gant tud arbennigourien harpet gant [[louzoù|louzeier]] hag [[aveadur]]ioù. Evit degemer tud [[kleñved|klañv]] ha degas [[prederiad]]ioù dezho e-pad meur a [[deiz|zeiz]] e vezont aozet peurliesañ.

Diwar [[intrudu]] ar [[riez]]où pe hini an aozadurioù yec'hed e vezont savet hiziv. Darn anezho a zo [[helv|anhelv]] ([[kevarzhe]]où pe [[diazezadur]]ioù), met reoù all a zo savet evit degas [[helv]], ospitalioù prevez e meur a vro hag e vez graet [[klinikenn]]où anezho e Bro-C'hall.

Gwechall e veze savet an ospitalioù diwar intrudu [[pennoù bras]] pe gant [[urzh relijiel|urzhioù relijiel]]. Er mareoù kozh (er [[Krennamzer|Grennamzer]] hag en [[Amzerioù modern]], ne veze ket kement a arbennigourien ([[mezegiezh|mezeged]], [[surjianerezh|surjianed]], [[apotikerezh|apotikerien]], [[klañvdiour]]ien) ma 'zeus hiziv, pa veze graet war-dro ar re glañv gant [[lean]]ed pe gant [[youlad|youlidi]].

== [[Gerdarzh]] ha [[lec'hanvadurezh]] ==
Eus ar [[ger]] [[latin]] ''hospes'' a dalv evit [[ostiz]] e teu ar ger ospital, hemañ tost d'ar galleg modern ''hôpital''. Er Grennamzer, ne oa ket aozet an ospitalioù nemet evit pareañ an dud, met ivez evit degemer ar re baourañ (un "ospis" - kazi memes ger eget ospital- a oa anv al lec'hioù arbennik-se) pe ar [[pirc'hirinded|birc'hirinerien]].

Meur a [[lec'h]] a zo ''An Ospital'' pe ''L'Hôpital'' (''Les Hôpitaux'' ivez) e anv e [[Breizh]] hag e [[Bro-C'hall]]. Sellet ouzh [[An Ospital]].

== Rummoù an ospitalioù ==
E [[Bro-C'hall]] e vez graet un [[diforc'h]] etre an ospitalioù hag a zo dindan ar riez peurliesañ hag ar [[klinikenn|c'hlinikennoù]], ar re-se ensavadurioù pareañ yec'hed prevez.

Posubl eo d'ar re glañv mont d'an ospital (pe d'ar glinikenn) evit bezañ [[imbourc'h]]et pe vezeget a-raok mont kuit dindan an [[devezh]]. Reoù all pe ar re kavet re glañv a c'hell bezañ degemeret e-barzh ken e chomont er [[kambr|c'hambroù]] evit tremen an [[noz]] pe meur a noz betek ma vezint pareet.

Ospitalioù deiz a vez graet eus ar re ar rumm kentañ ha ne vez ket degemeret an dud tremen dibenn an deiz. Lavaret e vez [[prederiad treminidi|prederiadoù tremenidi]] (ha surjianerezh tremenidi) eus an doare-ober-se.

=== Ospitalioù hollek ha [[pennospital]]ioù ===
Pa gomzer eus an ospitalioù peurliesañ e taveer d'un ospital a c'hell ober war-dro meur a gleñved ha da veur a [[gloaz|c'hloazadenn]]. E kazimant an holl ospitalioù-se ez eus ur servij mezegiezh prim (pe [[servij an trummadoù]]) e-lec'h e vez klasket pareañ diouzhtu ar gwaskadoù yec'hed pe kas ar re glañv d'ur servij mezegiezh arbennik prest evit degemer an trummadoù.

En ur pennospital e kaver ivezh surjianerien, [[arnodva dielfennadurioù mezegel|arnodvaoù dielfennadurioù mezegel]] ha ur gevrenn evit ar [[gwiliouderezh|wiliouderezh]], d'an nebeutañ. Ur [[morg]] hag a zo ul lec'h evit mirout ar [[korf-marv|c'horfoù-marv]] ez eus atav.

=== Ospitalioù skol-veur ===
Meur a [[skol-veur]], ur gevrenn [[mezegiezh|vezegiezh]] enni, a zo staget dezhi un ospital pe ur glinikenn. E Bro-C'hall, p'emañ ar skolioù-meur dindan kontrol strizh ar riez, n'eus nemet [[pennospital skol-veur|pennospitalioù skol-veur]] (CHU = Centre hospitalo-universitaire) a c'hell degemer ar [[studier]]ien war ar vezegiezh e-barzh pep skol-veur vras.

=== Ospitalioù arbennik ===
E touez an ospitalioù arbennik e kaver an ospitalioù bugale, ospitalioù ar [[gozhad|gozhidi]], [[bredospital]]ioù hag ospitalioù aozet tamm pe damm evit ur rummad gwaskadoù hepken (evit al [[lagad]], ar [[kalon|c'halon]], ar gloazhadennoù deviñ, etc...).

Linenn 53:
[[he:בית חולים]]
[[hr:Bolnica]]
[[ht:Lopital]]
[[id:Rumah sakit]]
[[is:Sjúkrahús]]