Sinalun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
Renabliñ a ra unan eus ar [[Geriadurioù sinalunioù|geriadurioù sinaek]] brudetañ, ar 康熙字典 ''Kāngxī zìdiǎn'', ''[[Geriadur lunioù Kangxi]]'', bet embannet e [[1717]] gant [[Kangxi|Kāngxī]], anezhañ eil Impalaer an [[Tierniezh Qing|dierniezh 清 Qīng]] (1644-1911) – 47 000 lun. Pelloc'h c'hoazh ez a geriadurioù nevesoc'h zo evel ar 中華字海 ''Zhōnghuá zì hǎi'' a roll en tu all da 85 000 lun. Evit gwir e vez renablet gant ar geriadurioù-se [[hapaks]]où, fazioù, [[adstummoù sinalunioù|adstummoù]], pe lunioù rouez-kenañ.
 
War ar pemdez eo trawalc'h gouzout digejañ etre 2 000 ha 4 000 lun evit bezañ gouest da lenn ar c'hazetennoù hag al lennegezh voutin. Gallout a ra al lenneien pe ar gaerskrivourien anavezout ouzhpenn 8000 anezho. 13 500 lun a vez renablet gant an ''[[Dictionnaire Ricci de caractères chinois]]'' (gwelet [[sinalun (levrlennadur)|levrlennadur]]) anezhañ ar brasañ geriadur er c'hornôg. Gant al labour imbourc'h bras zo bet ezhomm evit dont a-benn da sevel ar geriadur klok-mañ e c'haller soñjal e klot gant an niver a lunioù implijet ha testeniekaet evit gwir abaoe Henamzer Sina betek an deizioù. N'eo ket bet kemeret e kont aze an "euzhadennoù", an hapaksoù hag an adstummoù rouez betek-re.
 
En hec'h oberenn meneget el [[Sinalun (levrlennadur)|levrlennadur]], e vez meneget ar sifroù da-heul gant Viviane Alleton:
Linenn 31:
==Emled douaroniel ha yezhel ar sinalunioù==
''Lodenn distag. Diverradur :''<br />
Tre evel ma vez impljet al [[lizherenneg latin]] evit skrivañ yezhoù deveret evel ar [[spagnoleg]] pe an [[italianeg]] met ivez evit skrivañ yezhoù all kar a-bell pe estren evel ar [[brezhoneg]] pe an [[euskareg]] e vez(e) implijet ar sinalunioù en ul lodenn vras eus ar reter-pellañ. Hep mont re bell ganti e c'haller stadañ ez eo bet roet ar patrom loc'hañ evit diorren ar skritur er rannved-se gant Sinaiz. Bras eo eta '''emled douaroniel ha yezhoniel ar sinalunioù'''. Ur fazi a vefe, kouskoude, krediñ e vez implijet ar sinalunioù en hevelep doare en holl yezhoù-se...
 
'''Lenn [[Emled douaroniel ha yezhoniel ar sinalunioù|ar peurrest eus ar pennad]].'''
Linenn 49:
 
===''Lodenn distag. Diverradur :''<br />===
Implijet e vez al lunioù sinaek evit skrivañ yezhoù (amañ yezhoù sinaek). En desped d'ar pezh zo bet gallet krediñ e bed ar c'huzh-heol e-kerzh ar c'hantvedoù tremenet (gant [[Leibniz]] peurgetket) n'eus ket eus ar sinalunioù arouezennoù [[keallun|keallunek]] rik a vije notennet ganto ur seurt yezh reizhpoellek ha furmel hep tamm darempred ebet gant ar [[sinaeg komzet|yezh komzet]].
 
Ret-mat eo en em c'houlenn eta penaos e vez eztaolet ar [[yezhoù sinaek]] dre ar sinalunioù, da lavaret eo kompren petra eo al liamm etre lunioù ar skritur ha daouad [[sinifiad|sinifier ~ sinifiad]] ar yezhoù-se. Da gentañ-penn e c'haller lemel kuit diouzhtu krakvennozhioù zo : ul lun ne glot ket dre ret gant ur "[[ger]]" ha n'eus ket dre ret ur ster gant pep lun. Pep lun avat, war-bouez unan, a vez distaget en ur [[sillabenn]]... Erfin, pa vo bet lennet ar pennad-mañ e vo komprenet perak n'eus ster ebet gant goulenn gouzout e anv e sinaeg.
Linenn 85:
==Pennadoù kar==
 
<!--===Liammoù diabarzh===-->
* [[Eeunadur ar sinalunioù]] ;
* [[Sinalunioù hengounel]] ;
Linenn 124 ⟶ 123:
{{Liamm_PuB|de}}
{{liamm PuB|de}}
{{Liamm PuB|pl}}
 
[[Rummad:Sinaeg]]
[[Rummad:Doareoù-skrivañ]]
 
{{Liamm PuB|pl}}
 
[[an:Escritura chinesa]]