Diforc'hioù etre adstummoù "Sofokles"

25 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
D
Robot ouzhpennet: bar:Sophokles; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: vi:Sophocles)
D (Robot ouzhpennet: bar:Sophokles; Kemm dister)
[[ImageSkeudenn:Sofocle Capitolini.jpg|thumb|right|220px|Delwenn eus Sofokles, [[Mirdioù ar c'hapitolum]] e [[Roma]]]]
 
'''Sofokles''' (e [[henc'hresianeg]] Σοφοκλῆς, ''Sophoklễs'') zo, gant [[Aesc'hulos]] hag [[Euripides]], unan eus an tri oberer nemeto eus Henc'hres a skrivas trajediennoù a zo deut ul lodenn anezho betek ennomp.
 
== Buhez ==
 
Ganet eo bet Sofokles e [[-495|495]] pe [[-496|496]] kent J.K. e [[Hippeios Kolonos|Kolonos]] (e-kichen [[Aten]]), un nebeud bloavezhioù kent [[emgann Maraton]] e [[-490|490]]. Mab e oa d'un Atenad pinvidik, Sofilos, a veve diwar labour e sklaved, anezhe govelerien ha kilvizien. Hervez [[Aristoksenos]], hag evel ma seblant hervez e oberenn ziwezhañ, e oa a orin eus [[demos]] Kolonos, war vord ar geoded. Bet en doa un deskadurezh a-feson ha kentelioù gant [[Lampros]] peurgetket. A-drugarez d'an deskadurezh-se e c'hallas ren al laz-kanañ goude trec'h [[emgann Salamis|Salamis]], hag eñ 16 vloaz hepken ! Berzh a reas evel saver [[trajedienn]]où : da 27 vloaz, e 468 kent J.K., e c'hounezas ar c'hentañ priz e kentstrivadeg c'hoariva an Dionisia hag eñ o kevezañ neuze gant mestr an trajedienn atenat, [[Aesc'hulos]]<ref>Sommerstein: 41 ; Freeman: 246</ref>. En holl e voe trec'h 24 gwezh, oc'h erruout en eil plas bep tro a-hend-all.
 
 
Kemer a reas perzh e buhez politikel ar geoded ivez. E [[-443|443]] e voe unan eus « ''hellenotamiai'' » [[Kevre Delos]] (merourien an truaj roet gant kevredidi Aten). [[Strategour]] e oa bet e [[-440|440]] war un dro gant [[Perikles]] ha kemer a reas perzh en ergerzhadenn a-enep emsavidi [[Samos]] gant hemañ. E [[-413|413]], goude an taol-stad a heulias c'hwitadenn [[ergerzhadenn Sikilia]], e vije bet unan eus an 10 komiser (''Probouloi'') eus ar c'huzul dilennet evit renkañ an aferioù pemdez, hag eñ 83 bloaz, kent diazezidigezh an [[an tregont |oligarkiezh]] e [[-411|411]]<ref> Marteze avat e c'hallfe bezañ bet ur Sofokles all.</ref>. Pouezañ a reas kalz berzh e drajediennoù hag e vignoniezh gant [[Perikles]] en e zilennadennoù moarvat<ref>Toukididos VIII 1 ; Lloyd-Jones: 12-13</ref>.
 
 
E 420 e tegemeras un aoter evit delwenn Asklepios en e di, pa voe degaset an doue-se da [[Aten]]. Abalamour da se e voe roet dezhañ al lesanv dalif a ''z/Dexion'' (degemerer) gant Ateniz<ref>Clinton, Kevin "The Epidauria and the Arrival of Asclepius in Athens", en ''Ancient Greek Cult Practice from the Epigraphical Evidence'', embannet gant R. Hägg, Stockholm, 1994.
</ref>.
 
== Oberenn ==
 
Krouet eo bet gant Sofokles an « trede aktour » (''tritagonistes''). En e raok ne veze morse en tu all da zaou aktour war al leurenn, ma ne gonter ket al laz-kanañ. Biken avat ne vo muioc'h evit tri aktour er c'hoariva e Henc'hres. C'hoariet e veze ar rolloù a eil renk gant ar memes den alies. An trede aktour a vihanae c'hoaz pouez al laz-kanañ hag a zegase degouezhioù ouzhpenn evit displegañ an enebiezhioù etre an dudennoù ha diskouez o zemz-spered<ref>Freeman: 247 </ref>.
Dilezet en deus ivez reizhiad an trilogezhioù.
 
=== Dramaoù satirek ===
 
* ''[[Al Milgon]]''
 
 
== Mammennoù ==
 
=== Levrioù ===
 
* Freeman, Charles. (1999). ''The Greek Achievement: The Foundation of the Western World''. New York: Viking Press. ISBN 06708851500-670-88515-0
* Lloyd-Jones, Sir Hugh (ed.) (1994). ''Sophocles. Ajax. Electra. Oedipus Tyrannus''. Harvard University Press.
* Scullion, Scott (2002). ''Tragic dates'', Classical Quarterly, new sequence 52, pp. 81-101.<!-- http://cq.oxfordjournals.org/content/vol52/issue1/index.dtl -->
* Seaford, Richard A. S.. (2003). "Satyric drama". ''The Oxford Classical Dictionary'' (revised 3rd edition). Ed. Simon Hornblower and Antony Spawforth. Oxford: Oxford University Press.1361
* Smith, Philip. (1867), [http://ancientlibrary.com/smith-bio/3198.html Sofokles], ''Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology'', trede Embannadur. William Smith. Boston: Little, Brown, and Company.865–873.
* Sommerstein, Alan Herbert (2002). ''Greek Drama and Dramatists''. Routledge. ISBN 04152602720-415-26027-2
 
=== Liammoù diavaez ===
* [http://www.ac-versailles.fr/pedagogi/Lettres/confsophpc.htm Prezegenn diwar-benn Sofokles gant Pierre Chauvin].
 
== Notennoù ==
<references/>
 
[[rummadRummad:Istor Henc'hres]]
[[rummadRummad:Ateniz an Henamzer]]
[[rummadRummad:Lennegezh Henc'hres]]
[[Rummad:Skrivagnerien henc'hresianek]]
 
[[arz:سوفوكليس]]
[[az:Sofokl]]
[[bar:Sophokles]]
[[bat-smg:Sofuoklis]]
[[be:Сафокл]]
59 892

modifications