Volin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: pl:Wolin (działacz anarchistyczny); Kemm dister
Linenn 4:
Bet ganet en ur familh pinvidik e studias a ar gwir e [[Sant Petersbourg]]. Kemer a reas perzh en [[dispac'h 1905 (Rusia)|dispac'h]] e [[1905]] hag e savas ivez ur [[soviet]] e Sant Petersbourg. Harzet e voe gant ar [[polis]], ha lakaet da heul en [[toull-bac'h]]. Dont a reas a-benn achap eus ar prizon ha mont da [[Frañs|Vro-c'hall]] e [[1907]]. Mont a reas e darempred eno gant [[divelour|diveliourien]] eus [[Rusia]].
Dont a reas ezel eus ar C'homite Oberiant Etrebroadel e [[1913]] ha stourm a-enep d'ar [[brezel]].
Voline a rankas terc'hel kuit a-nevez davet [[SUA]] ar wezh-mañ pa fellas d'ar gouarnamant gall e lakaat ivez en toull.
Degemeret e voe neuze gant ar '''[[Kevredad Unvaniezh ar Vicherourien|C'hevredad Unvaniezh ar Vicherourien]]''' a vro Rusia e SUA hag e [[Kanada]]. Kenderc'hel a reas da stourm en ur vrudañ ar gelaouenn '''[[Mouezh al Labour]]'''.
 
Kuitaat a reas ar gelaouenn da c'houlz [[emglev Brest-Litovsk]]. Mont a reas neuze da v[[Brobov]] e su '''Rusia''', lec'h ma voe karget da gelenn d'ar bobl. Kemer perzh a reas d'ar [[pemdezieg]] [[Nabate]] (kloc'h-galv).
Karget e voe ivez da sevel ur skrid evit prezegenn [[Koursk]]. Ret e voe dezhañ sevel ur sintezenn diveliel en dije gellet bezañ program eus pep tu diveliel Rusia. Rankout a reas kuitaat e labour abalamour d'ar [[bolchevik|volcheviked]]. Kejañ a reas ouzh [[Nestor Makhno]], hag e voe lakaet e penn ar c'hevrad e karg eus sevenadur ha deskadurezh an [[Arme Emsavet]]. An arme a zilennas anezhañ e [[1919]] evel Prezidant Kuzul an Arme Emsavet. An [[Arme Ruz]] a harzas anezhañ en-dro c'hwec'h miz goude, ha lakaat a reas anezhañ etre daouarn an [[Tcheka]]. Dieubet e voe e [[1920]], a- drugarez d'un emglev etre [[Makhno]] hag ar volcheviked.
Harzet e voe un eil gwezh d'ar 25 a viz Kerzu, da lâret eo un deiz a-raok ar c'hendalc'h diveliel, asambles gant tout an diveliourien o doa bet stourmet gant Makhno.
 
Linenn 19:
 
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://kropot.free.fr/Voline-revinco.htm Voline, La Révolution inconnue]
 
[[Rummad:Anarko-komunour|Voline]]
Linenn 39:
[[es:Volin]]
[[fr:Voline]]
[[pl:Wolin (działacz anarchistyczny)]]
[[pl:Wsiewołod Eichenbaum]]
[[pt:Voline]]
[[ru:Волин, Всеволод Михайлович]]