Dour-beuz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: an:Inundación
Yun (kaozeal | degasadennoù)
D vi koukoug
Linenn 6:
'''Dour-beuz''' a vez pa vez goloet ur gorread bras a zouar gant [[dour]], deuet eus ur [[stêr]] o tic’hlannañ, eus ar [[mor]], pe diwar [[glav]]eier bras. '''Liñvadenn''' a reer ivez eus an dra-se ha brudet eo al [[Liñvadenn-Veur]] a gonter er [[Bibl]].
 
Er broioù sec’h ne vez ket euvret mat an dour glav gant an douar ha pa vez glaveier bras ne c’hall ket an douar lonkañ ar reñver a zour. Redek a ra an dour-se d’ar stêrioù ha pa vez leun ar re-se e teu an douardour er-maez eus o naoz ha goleiñ an douar tro-dro : "[[dic'hlann]]" pe ''dour-bras'' a reer eus an dra-se. Pa vez dizoloet an douar en-dro e chom lec’hid alies a-ziwar-lerc’h an dour. Gant ar ouelezenn-se e vez frouezhusaet an douaroù zo war ribloù ar stêrioù, un dra vat evit al labour-douar. En istor eo brudet dic’hlannoù an [[Nil]] en [[Henegipt|Ejipt]], en Henamzer, kenkoulz ha re ar stêrioù [[Eufratez]] ha [[Tigris]] e [[Mezopotamia]].
 
Dour-beuz a c’hall bezañ ivez war aodoù ar mor : pa vez reverzhi vras ha pa vez avel greñv e c’hall ar mor sevel uheloc’h eget boaz ha goleiñ douaroù izel an arvor. Ma vez kalz a zour ouzhpenn er stêrioù en em daol er mor, e c’hall an dour-beuz-se bezañ drastus. Kement-se a oa c’hoarvezet war aodoù an [[Izelvroioù]] d’an 31 a viz Genver 1953 (1 835 den lazhet). Ingal e c’hoarvez dourioù-beuz ivez e kêrioù eus Breizh zo e goueled aberioù, evel [[Montroulez]], [[Kastellin]], [[Kemperle]], [[Landerne]].