Dour-beuz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
D vi koukoug
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Er broioù sec’h ne vez ket euvret mat an dour glav gant an douar ha pa vez glaveier bras ne c’hall ket an douar lonkañ ar reñver a zour. Redek a ra an dour-se d’ar stêrioù ha pa vez leun ar re-se e teu an dour er-maez eus o naoz ha goleiñ an douar tro-dro : "[[dic'hlann]]" pe ''dour-bras'' a reer eus an dra-se. Pa vez dizoloet an douar en-dro e chom lec’hid alies a-ziwar-lerc’h an dour. Gant ar ouelezenn-se e vez frouezhusaet an douaroù zo war ribloù ar stêrioù, un dra vat evit al labour-douar. En istor eo brudet dic’hlannoù an [[Nil]] en [[Henegipt|Ejipt]], en Henamzer, kenkoulz ha re ar stêrioù [[Eufratez]] ha [[Tigris]] e [[Mezopotamia]].
 
Dour-beuz a c’hall bezañ ivez war aodoù ar mor : pa vez reverzhi vras ha pa vez avel greñv e c’hall ar mor sevel uheloc’h eget boaz ha goleiñ douaroù izel an arvor. Ma vez kalz a zour ouzhpenn er stêrioù en em daol er mor, e c’hall an dour-beuz-se bezañ drastus. Kement-se a oa c’hoarvezet war aodoù an [[Izelvroioù]] d’an 31 a viz Genver [[1953]] (1 835 den lazhet). Ingal e c’hoarvez dourioù-beuz ivez e kêrioù eus Breizh zo e goueled aberioù, evel [[Montroulez]], [[Kastellin]], [[Kemperle]], [[Landerne]].
 
Gant dour ar mor ivez e c’hall an arvor bezañ beuzet da-heul un [[tsunami]], krouet gant ur [[kren-douar|c’hren-douar]]. Kement-se a oa c’hoarvezet war aodoù [[Meurvor Indez]] e miz Kerzu [[2004]].
 
D’en em wareziñ diouzh an dour-beuz e c’haller sevel [[chaoser]]ioù, da zispartiañ ar mor pe ar stêrioù diouzh an douaroù izel zo en o c’hichen. Brudet eo ar re zo en Izelvroioù, da wareziñ ar vro-se diouzh ar mor.
 
== Gwelet ivez ==