Liñvadenn Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : 300px|thumb|''The Deluge'', 1834, gant [[John Martin, Yale Art Museum, Yale University.]] '''Liñvadenn-Veur''', pe '''Liñvadenn''' ...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
Diskouezet o deus studiadennoù an arbennigourien eo deuet ar vojenn kontet er Bibl, an istor anavezetañ eus ul liñvadenn veur, eus un istor koshoc’h : digant tud [[Mezopotamia]] e vije bet amprestet gant Hebreiz, rak kontet ez eus un istor heñvel e [[Meurgan Gilgamesh]]. War tablezennoù kavet e Mezopotamia ha troet gant ar Saoz [[George Smith]] e 1872, hag a vije bet skrivet er XVIIIvet pe XVIIvet kantved a-raok J.K., e konter kurioù ar roue [[Gilgamesh]], ur roue mojennel a vije bet o vevañ kêr [[Uruk]], e Mezopotamia, er XXVIIvet kantved a-raok J-K. War an tablezennoù-se ez eus anv eus ul liñvadenn veur a vije bet beuzet ar bed a-bezh ganti.
 
Abaoe kavadenn Smith ez eus bet kavet talbezennoùtablezennoù all ha dismantroù henoniel a bep seurt a glot gant ar pezh a gonter e Meurgan Gilgamesh. Hag en o zouez roudoù lezet gant dourioù-beuz c’hoarvezet eno ouzhpenn 5000 bloaz zo hag o dije goloet Mezopotamia a-bezh. Hebreiz, pa oant en harlu e [[Babilon]], a glevas anv eus an darvoud-se moarvat ha kemeret e voe ganto en o lennegezh.
 
[[Skeudenn:The Flood, by Paul Merwart.jpg|220px|thumb|[[Deukalion, mab Prometeüs|Deukalion]], o saveteiñ e wreg diouzh al liñvadenn, diwar un daolenn gant Paul Merwart (1855 – 1902).]]