Liñvadenn Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
E mojennoù [[Henc'hres]] ivez e adkaver un istor heñvel, hini [[Deukalion, mab Prometeüs]], saveteet diouzh al liñvadenn gant e dad [[Prometheüs]], war-bouez un arc’h ivez. Gant an doue [[Zeus]] e oa bet degaset an [[dour-beuz]] evit kastizañ hendadoù ar C’hresianed ha lakaat fin evel-se d’an ''Oadvezh Aour''. Gant ar C’hresianed kozh ivez e kaver ur vojenn all, hini [[Atlantis]] pe ''Atlantida'', un enezenn a vije bet er Mor Atlantel, en tu all da [[strizh-mor Jibraltar]], hag a vije bet beuzet ''« dindan un deiz hag un noz »'' hervez a lenner e skridoù [[Platon]].
 
E mojennoù nouspet pobl all e kaver istorioù heñvel : gant an [[Azteked]], ar [[Mayaed|Vayaed]], an [[Inkad]], e [[Skandinavia]], en [[Indez]]... ez eus anv eus liñvadennoù bras. Ur vojenn hollvedel eo, pa gaver kantadoù a istorioù peuzheñvel e meur a gorn eus ar bed. Ne oa ket gant an holl bobloù-se liammoù gant Mezopotamia, ken e ranker soñjal ez eus c’hoarvezet darvoudoù heñvel en o broioù. Hag int diazezet war dourioù-beuz gwirion moarvat, ez adkaver en holl istorioù-se mennozh al liñvadenn evel ur c’hastiz a-berzh an doueed.
 
==Martezeadennoù skiantel==