Lanv du ar Böhlen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar Böhlen a oa un eoullestr eus [[Alamagn ar Reter]] a reas peñse d'ar [[14 Here|14 a viz Here]] [[1976]] en donvor da [[Enez Sun]]. Diwar ar 36 den a oa en e vourzh n'eus nemet 11 den a zo bet savetaet. Ar 25 all a zo beuzet. 9 900 tonenn eoul-maen diaoz a endalc'he al lestr. An eoul-maen a grogas da saotrañ aodoù Penn-ar-Bed tamm-ha-tamm. Divizet e voe eta gant ar prefeti sunañ ar pezh a chome er vag, ar pezh a voe graet etre miz C'hwevrer ha miz Eost [[1977]]. Daou splujer a varvas avat e-pad al labourioù sunañ avat. Pa ouzhpenner d'ar c'hont trist -se marv ur soudard yaouank beuzet pa oa o naetaat un draezhenn e tigouezertegouezher d'ur sammad a 28 marv liammet da peñsebeñse ar Böhlen! Un dra heverk all : un 50 den dilabour bennak a voe gopret evit sikour ar soudarded da naetaat an traezhennoù saotret.
 
==Gwelet ivez==