Genghis Khan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: uz:Chingizxon
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Ne ouezer ket gwall dra eus yaouankiz. Tro [[1162]] eo ganet, e rannvro [[Khentii]] e [[Dunlunboldag]] a-hed an [[Onon]] e [[Mongolia]]. E anv '''Temüjin''' eus an turkeg-mongoleg ''temür'', ''tömör'' a dalvez houarn. Mab henañ [[Yesügei]] eo, hemañ penn meuriad Borjigin (Боржигин), ha [[Hö'elün|Hoelun]] a oa e vamm, homañ eus meuriad Olkhunut. Hervez ar mojennoù mongol e vefe bet ganet ur bouloudenn-wad e stumm un askornig en e zorn. Sin e rafe traoù dreistordinal e oa.
 
Kalet e vefe bet e vloavezhioù kentañ. Da 9 bloaz ez eas [[Borte]] da zanvez-pried dezhañ, homañ eus ur meuriad galloudus (Khongirated). Ret e oa dezhañ bevañ gant e familh-gaer evit priz e zanvez-pried dre e labour. E dad avat a varvas trumm. Binimet e voe er c'heoteg velen, pa oa o vañvezañ gant an [[Tatar|DantaredDartared]]. Temüjin a oa re yaouank : ne blegas ket e veuriad dezhañ enta. Meuriad an [[Tayitchiout|Dayichouted]] a yeas ar galloud gantañ. Ar chatal a yeas ganto ivez hag an intañvez Yesügei a chomas he-unan gant he familh.
 
Ar bloavezhioù da heul e chomas gant e familh : evel kantreerien e vevent. Un deiz e voe skrapet gant ur meuriad all met en em zieubiñ a reas a-drugarez da sikour unan eus e skrapourien. E-pad a bloavezhioù reuzeudik-se e voe lazhet o hanter-vreur [[Bekter]] gant eñ hag e vreur [[Kassar]]. Tamm-ha-tamm e voe adperc'hennet o madoù ganto.