Sonerezh hengounel Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 40:
E-pad ar bloavezioù 90 an hip-hop breizhad a erru gant [[Manau]].
Hag e-pad ar bloavezhioù 2000 ez eus oberour-sonerienn nevez o tont war-well, evel [[Dom DufF]] ha [[Nolwenn Korbell]], ha war lerc’h [[Gwennyn]].
 
===Ar Binviji===
 
Soñjet 'vez dioustu d'ar c’houpladoù bombard/binioù pa 'vez soñjet da sonnerezh Breizh. Memes ma ‘z eo ar binviji se brudet, dreist-holl e Breizh-Izel, ne vez ket implijet nemet an da benveg-mañ.
Gwechall an telenn a oa implijet ivez, dreist-holl gant duked Breizh. Met ne deus ket leusket kalz a roudoù goude mare an duked. E-penn kentañ ar bloavezhioù 1950, Alan Stivell hag e zad Georges Cochevelou, heuliet gant reoù, o deus labouret evit ma vije addigaset er bro. Anavezet eo hiziv an deiz dindan anv an telenn keltieg.
E-pad an XIXvet kantved, an accordeoñs diatonek hag an treujenn-gaol a zo bet treuzgaset e Breizh. Plijet eo bet an dud gant e ton chalerus ha dre ma c’helle kemmer plas an diskann e-barzh kann ha diskann.
Binviji all a zo bet hag a zo c’hoaz implijet : ar beuz, ar bielloù, ar violoñs, an treujenn-gaol, Fleüt Iwerzhon, an Dulsimer. N’eus ket pell gitar, hag a oa implijet e-penn kentañ evit heuliañ kanaouennoù (cf. Glenmor) hag implijet war lec’h evit an dañsoù, er fin ez eo implijet gant tud ‘vel Dan Ar Braz, Soïg Sibéril, Jean-Charles Guichen pe Nicolas Quéméner evit c’hoari e-unan.