Ready-made : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: fr:Ready-made
D Lamet kuit eo bet ar restr ''Duchamp_wheel.jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant Kameraad Pjotr
Linenn 2:
En ur brezegenn a zistagas er ''[[Museum of Modern Art]]'' e [[1961]] e lavaras Duchamp e oa hervezañ daou seurt ''ready-made'' : ar re skoazellet (''ready-made aided''), ma ouzhpenne un draig bennak hag ar re gemm-ouzh-kemm (''reciprocal ready-made''), da ziskouez an diforc'h a zo etre un oberenn arzel hag ur ''ready-made'' (implijout ul livadur gant Rembrandt da daol da feriñ, da skouer).
[[Skeudenn:Fontaine_Duchamp.jpg|thumb|right|200px|[[Fontaine]], [[1917]], Marcel Duchamp]]
 
[[Skeudenn:Duchamp wheel.jpg|thumb|right|200px|[[Roue de bicyclette]], [[1913]], Marcel Duchamp]]
Sevel un oberenn ''ready-made'' a dalvez kement ha mont a-enep da reolennoù diazez an arzoù evel ar barregezhioù (da livañ, da skouer), ar fil, hag ar pezh a dalvez sevel un oberenn. Gant ar ''ready-made'' ez eo trawalc'h envel ha lakaat war ziskouez. Dibab un dra, degas kemmoù d'ar gendestenn ha da statud an traoù eo perzhioù nemeto an arzourien a sav oberennoù ''ready-made''. Trawalc'h eo dezho lavarout ''un oberenn arzel eo''. Sevel ur ''ready-made'' a dalvez ivez ez eo pouezusoc'h ar mennozh evit an oberenn hec'h-unan : Duchamp a lakaas ''[[Fontaine]]'' ([[1917]]) da vezañ brudet dre dapout luc'hskeudennoù anezhi, padal e oa bet kollet an oberenn orin. Pa ziskouezas anezhi en-dro er bloavezhioù 1960 e tiskouezas eilskeudennoù nemetken.