Diforc'hioù etre adstummoù "Squash"

932 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Robot ouzhpennet: fr:Squash)
 
=Istoer ar squash=
[[skeudenn:739px-Squash_court.JPG]]
Er XIX kantved eo bet ijinet ar squash e bro saoz. Doc'h ar seblant e vehe ar squash é tonet ag ar c'hoari flac'h.
En XIII vet kantved eo bet ijinet ar c'hoari-se. Get an dorn e veze c'hoariet a-raok. Ar balikenn gentañ a zo bet ijinet e 1505.
Evit tremen d'ar rackets d'ar squash eo bet ret ijin ur volotenn e gom-gwevn. Donet a ra anv ar squash ag an trouz graet get ar volotenn p'en em flastr àr doc'h ar vangoer.
E 1883 eo bet krouet tachenn kentañ squash ar bed, anavet eo neuze ar squash el ur sport. En em ledet en deus ar c'hoari-se dreist-holl e bro Saoz hag en e drevadennoù.
E 1911 eo bet krouet ar reolennoù ofisiel evit ma vehe choariet hañval peplece pep lec'h. Met en SUA eo bet nac'het ha hiriv-an-deiz o deus c'hoazh reolennoù dishañval, get ur volotenn kaletoc'h hag en ur jediñ ar poentoù en ur mod arall. Anvet eo ar c'hoari-mañ hardball squash.
Krouet eo bet kevredad broadel squash bro-saoz. Tu 'zo bet neuze krouiñ kenstrivadegoù èl ar british open e 1930.
Krouet eo bet ar gevredad etrevroadel squash e 1967. 7 bro a oa enni neuze, bro saoz, Aostralia, India, Pakistan, Afrika ar su, Zeland-nevez hag Ejipt. 118 a oa anezhe e 1993 get an anv World squash federation.
Pa za ar resever da vout servijer e tibab e garrez servij. Treid ar servijer a rank bout e diabarzh ar c'harrez, difennet eo kaout an treid àr linenn ar c'harrez servij.
E Amerika ne vez ket merket poent erbet pa c'houni ar resever hag e 15 poent e vez gouniet urc'hoari.
 
==Let==
Ar let a zo ar fed ma vehe diposubl d'ur c'hoarier skoiñ ar volotenn abalamour d'ar c'hoarier arall pa ne ket an tenner tost da c'hounit an eskemm. Adkroget e vez neuze an eskemm. Mand eus ur c'hoarier en em lakaet etre ar volotenn hag ar vangoer pe re dost ag ar c'hoarier e vonet da skoiñ ar volotenn a ratozh e vez gouniet an eskemm get an den jenet. Pand eo eñ tost da c'hounit an eskemm e vez memes tra.
 
=Diazezoù ar squash=
 
*En em dilec'hiiñ àr an « T ».
*Kas ar volotenn ar pellañ posubl ag an « T », er c'hornioù.
*Gober un hent-bann kenstur ha tost tre d'ar vangoer kostez.
*Ne pas skoiñ ar volotenn en ur redek.
 
=Palikenn ha bolotenn=
 
Ar volotenn a zo graet e gom-gwevn ha du eo. Poentoù liv a zo àrne e-keñver tizh ar volotenn:
*Daou boent melen, difonn difonn tre.
*Ur poent melen, difonn tre
*Ur poent gwer pe gwenn, difonn
*Ur poent ruz, normal
*Ur poent glas, buan
 
 
 
 
[[Rummad:Squash]]
1 070

modifications