Surf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 17:
 
Erruet eo ar surf e Europa er bloavezhioù 1950. Da gentañ e Bro C'all, e kichen Biarritz, evit en em ledannañ da c'houde war aodoù meurvor Atlantel. Krouet eo kampionnadoù, hag Kampionnad Frañs 1añ a zo c'hoarvezet e 1960. E 1964 eo krouet ar skol surf 1añ e Biarritz. Hiziv 37 500 lisañset zo kontet e Bro C'hall (Breizh endalc'het. Breizh a zo e touezh al lec'hioù ma z'eus ar muiañ a surferien.).
 
 
==Spot==
Ur spot a zo ul lec'h war an aod, lec'h ma'z eus gwagennoù. Ur spot a c'hell bezañ mill brudet pe sekred tre. An aliesañ eo lec'hiet war un draezhenn met, a wechoù, gwagennoù 'n em feurm tro dro d'ur porzh da skwer pe gant mein pelloc'h ouzh an aod. Cheñchet'vez spot hervez an amzer, an houlañchenn hag an avel. Pep surfer en deus e ''Homespot'' , al lec'h ma blij dezhañ ar muiañ risklañ. War lec'h hervezh ardremmez pemdeziek ar gwagennoù, e c'hell mont d'ur spot all. Anvet eo ur spot ''ripleg'' ur spot hag a zo nebeutoc'h durc'haet war kostez an houlañchenn. Risklet e vez war ar spotoù ripleg pa'z eo re greñv an houlanchenn evit surfañ ar spotoù boazh.
 
A drugarez da ardremmez aodoù Breizh eo disheñvel tre ar spotoù.
Spotoù mill anavezet'zo e Breizh, da skwer, an Dorchenn e bro vigoudenn. Krouet eo bet skol surf gentañ e Breizh en Dorchenn. Lec'hiet eo e traoñ bae Gwaien, ar pezh a lak ar spot-se da vezañ implijabl tost atav.
Ar Palu e Kraoñ a zo anavezet mat, hag Aod Gouez Kiberen ivez.
Ar gudenn'zo gant ar spotoù-se eo int dreist implijet. D'an hañv e c'heller gwelout tri c'hant surfer en dour en Dorchenn
.
 
 
Spotoù'zo, a zo evel al lec'hioù pesketa, chom a reont sekred. Ur bern a zo e Breizh met an aliesañ e chomont etre surferien ar vro.