Lastez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ur gudenn kazi bemdeziek a zo gant Mab-den abaoe m’emañ eñ chomidik hag e vev e gevredigezh : dont a-benn d’en em zizober eus an dilerc’hioù. Kaer o deus bet tud a galloud go...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
 
===Mont en-dro===
Disheñvel eo dasparzh al lastez eus ur gêr d'egile.
 
* Posubl eo kemer al lastez a-stroll hag a vo rummet da c'houde en ur greizenn dibab. N'eo ket implijet an doare-se gwall alies rak diaes eo dasparzhañ al lastez goude pa vezont distrujet hag ouzhpenn da-se eo ker paeañ tud d'en ober.
 
* Posubl eo lakaat e plas un "degas a youl-vat", da lâret eo, an annezhidi a gas o lastez betek poubellennoù bras a urzh al lastez. Evit danvezioù all evel piloù pe mekanikoù elektronek o deus da gas en-dro betek ar stal. A-drugarez d'an doare-mañ eo posubl dezastumm, hag adkelc'hiañ da c'houde paper, gwer, plastik ...
* Posubl eo lakaat e plas an "dastumm divesket", da lâret eo e vez roet d'an annezhidi poubellennoù disheñvel. Dezho da lakaat o lastez e-barzh poubellenn-mañ poubellenn hervez o danvez an aliesañ. Dastummet e vezont goude gant tud paeet gant an ti-kêrevit en ober. Kudenn pennañ an doare-se eo n'eo ket divesket mat pep danvez an aliesañ.
*
 
===Kod al livioù===