Diforc'hioù etre adstummoù "Bombard"

2 676 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
==Ar vombard (pe an talabard)==
[[Skeudenn:Bombarde si bémol.jpg|thumb|150px|Ur '''vombard''']]
'''Ar vombard''' a zo ur [[benveg-seniñ]] kozh a vez sonet e [[Breizh]] abaoe ar [[XVIvet kantved]] .
 
==Lodennoù==
Teir lodenn zo d'ar vombard:
*al « lanchenn », a zo graet gant div lavnenn bambouz staget kenetrezo gant ur gorzenn vihan en orjal;
 
*ar « c’horf », a zo graet gant koad beuz, koad ebena pe olifant.
 
Dont a ra a bombard eus familh ar binviji sonerezh dre c'hwezan, a orin eus familh ar « c'hoadhuelennoù »(hautbois). Implijet e vez ar vombard er sonerezh hengounel breizh, ne vez kavet ar benveg-se nemet e Breizh, e lec'h ma vez implijet evit senin dre kouplad pe e bagadoù (stolladoù binvioù keltiek ha tamboulinerezh). Ral eo gwelet un talabarder o sonin e-unan rak e goulenn ar benveg ur striv korfel bras a-walc'h. Alies e vez o senin gant ur biniou (bras pe bihan), rak e c'hell ar binviji-se c'hoari hep ober ehanoù.
*ar « pavilhon » a zo graet e koad, a-wechoù e vez kavet ivez en ''[[ivor]]'', met raloc’h eo.
Servijout a ra da gas pelloc’h ar son.
 
==An alc’hwez==
A-wechoù e vez un alc’hwez, pe daou, pe dri ouzhpenn, dindan an notennoù reizh.
 
===Lodennoù ur vombard===
Ne vez ket un alc’hwez bepred war ur vombard, met servijout a ra memes tra, er [[bagad]]où dreist-holl, evit ober notennoù ouzhpenn.
savet e vez ar vombard e teir lodenn: al lanchenn, ar c'horf hag ar pavilhon.
Gant orjal eo graet
 
Al lanchenn: al lanchenn a zo un ibilig kavet e penn a-us ar vombard, savet eo gant daou damm bambouz troc'het treut-tre, stumm viig a zo gant an daou lodenn-se, staget kenetrezho gant un orjal moan-tre ivez d'un duelennig houarn hag a echu gant un tamm lech beget toullet, ha benn gallout sankan al lanchenn e korf an dalabard.
[[Skeudenn:Anches bombarde.jpg|250px|right]]
 
Ar c'horf: ar c'horf a zo savet gant koad kallet: koat beuz, koat gwez pêr, gaiak, koad houarn pe c'hoaz koat eben. Warnan e vez kavet 6 toull pe muioc'h (dipant a ra ma vez ac'hwezhioù pe get). Gallout a ra ar vombard bezan bravet gant kelc'hiadoù steign, pe kerniel, gant seurtoù koat dishenvel, hag a-wechoù gant ivor
 
Ar pavilhon: ar pavilhon a zo un tamm koad korneg toullet a ez ouzhpennet e penn ar vombard a-benn krenvaat ar son. Savet e vez gant koad ivez hag e c'hell bezan ouzhpennet traoù dioutan ivez.
Hiziv an deiz e vez graet bombardoù e plastik, met n’eo ket ken brav ar son anezho evel gant unan e koad.
 
Tu 'zo kontan ul lodenn (pe lodennoù) ouzhpenn diouzh ar fed ma vez alc'hwezhioù, deus unan betek 3, pe muioc'h a-wechoù. War ar vombardoù « klasel » e vez an aliesan 2 alc'hwez.
==Sonerien==
Un '''talabarder''' a vez graet eus un den a son bombard.
E-touez an dalabarderien brudet e '''Breizh''' e c'haller menegiñ:
*Daniel Philippe, eus [[Boulvriag]]
*Daniel Feon, eus [[Bear]]
 
 
===Istor===
[[Rummad:Binvioù-seniñ]]
Adalek an adginivelezh eo bet lakaet e-pleustr skeuliad ar solfadurezh en ur dec'hel kont eus an translatan (ar spas reoliek etre an notennoù), ar reizhded hag an tu da c'hoari (arabat e vef bet rre a zifoc'h evit c'hoari d'ur benveg d'egile). Ar c'hoadoù huel (hautbois) a zo ar benveg bet reizhet a-benn doujan d'an teir « lezenn »-se. An binviji aer hengounel a zo bet implijet e memes amzer hag hag c'hoaduelioù araok mont da get, estreget ar vombard hag en deus dreistvevet e Breizh.
E lodenn gantan an XX vet kantved eo aet war zigresk bras an niver a sonerien a vinioù kozh hag a talabard. Deuet eo en-dro ar binviji hengounel-se war well er bloavezhioù 1970, e-pad adkreskadurezh an hengoun Breizhad, gant brud Alan Stivell hag ar fed e vefe bet graet festoù-noz hag konkourioù sonerezh hengounel. Un tamm war lec'h eo bet krouet Bodadeg Ar Sonerion, hag a stroll meur a wech bep bloaz bagadoù pe bagadigoù a rummadoù dishenvel, deus ar pempved rummad d'ar c'hentan hini.
Meur a donniadur a vez kavet war ar bombard, an aliesan e vez kavet bombardoù e si bemol, memes tonniadur hag ar binioù bras skosat, rak e vez kavet alies-tre koupladoù pe bagadoù o senin gant an daou benveg-se. Kavet e vez bombardoù a donniadur Fa, Sol, Sol#, La, Si♭, Do ha Re. Implijet e vez ar seurtoù dishenvel-se diouzh ar c'hoant da gaout ur son skiltroc'h pe boudoc'h, pe evit ober eilmouezhioù ouzhpenn d'ar bagad, evit rein ur stil pe evit chench doare senin diouzh an douareg dibabet.
 
 
[[bg:Бомбарда (музикален инструмент)]]
===Kemer ar benveg===
[[ca:Bombarda (instrument)]]
evel meur a benveg a za en dro gant aer e vez douget ar vombard gant daou dorn, an hini dehou en-traon hag an hini kleiz a-us (pe kontrol evit an dud kleizad). Ober a ra ar benveg ur c'horn skouer pe dost gant korf an talabarder, douget e vez al lanchenn etre an daou vuezell, en ur stardan un tammig anezhi. Paket e vez notennoù mui pe vui uhel, en ur stankan mui pe vui a doulloù, deus an notennoù
[[de:Bombarde (Musikinstrument)]]
boudan gant an holl doulloù stanket hag notennoù skiltran en ur sevel ar bizied en un urzh resis.
[[en:Bombard (music)]]
 
[[es:Bombarda (instrumento musical)]]
===Tu da c'hoari===
[[fr:Bombarde (musique)]]
sonet e vez ar benveg-se dre koupladoù (binioù kozh bombard) evit heulian an danseriendans breizhad.
[[it:Bombarda (musica)]]
 
[[nl:Bombarde (muziekinstrument)]]
Ar bombard a zo ivez unan eus an tri pupitr pennan eus ar bagadoù (strolladoù muzik hengounel keltiek), gantar biniou bras, ar c'heff sklaer ha tosserezh. Magan a ra an tonioù c'hoariet ar ganerien kan-ha-diskan.
[[no:Bombarde]]
[[uk:Бомбарда (музика)]]
Implijer dizanv