Diforc'hioù etre adstummoù "Bombard"
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
{{Raktres Lise Diwan}}
Dont a ra a bombard eus familh ar binviji sonerezh dre c'hwezan, a orin eus familh ar « c'hoadhuelennoù »(hautbois). Implijet e vez ar vombard er sonerezh hengounel breizh, ne vez kavet ar benveg-se nemet e Breizh, e lec'h ma vez implijet evit senin dre kouplad pe e bagadoù (stolladoù binvioù keltiek ha tamboulinerezh). Ral eo gwelet un talabarder o sonin e-unan rak e goulenn ar benveg ur striv korfel bras a-walc'h. Alies e vez o senin gant ur biniou (bras pe bihan), rak e c'hell ar binviji-se c'hoari hep ober ehanoù.
===Lodennoù ur vombard===
Al lanchenn: al lanchenn a zo un ibilig kavet e penn a-us ar vombard, savet eo gant daou damm bambouz troc'het treut-tre, stumm viig a zo gant an daou lodenn-se, staget kenetrezho gant un orjal moan-tre ivez d'un duelennig houarn hag a echu gant un tamm lech beget toullet, ha benn gallout sankan al lanchenn e korf an dalabard.
|