Squash : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù bro Saoz hag e bro Saoz e vez c'hoariet ar muiañ d'ar sport-mañ.
 
==Istoer ar squash==
 
Er XIX kantved eo bet ijinet ar squash e bro saoz. Doc'h ar seblant e vehe ar squash é tonet ag ar c'hoari flac'h.
Linenn 24:
 
 
==Reolennoù==
[[Skeudenn:squash.png|right]]
Ment an dachenn:
Linenn 53:
 
 
===An eskemm===
 
Skoiñ a ra ar c'hoarierion ar volotenn a bep eil. Rank a ra anezhi degouezh doc'h ar vangoer foñs àr-eeun pe pas. Un adlamm d'ar muiañ a zo aotreet a-raok skoiñ ar volotenn. Ma zegouezh a-us ar linenn uhelañ pe a-is ar linenn izelañ àr ar vangoer foñs, pe àr ar linennoù-se emañ gaou. Klasket e vez en em zilec'hiiñ àr an « T », e kreiz àr-lerc'h bout skoet ar volotenn. Difennet eo skoiñ ar volotenn m'emañ ar c'hoarier arall e-tal.
Linenn 59:
 
 
===Jediñ ar poentoù===
 
Dishañval e oa ar reolennoù-se get ar gwazed hag ar vaouezed a-raok met hiriv emañ hañval. E tri c'hoari e vez gouniet ar bartienn. Get 11 poent e vez gouniet pep c'hoari ha get 2 boent diforc'h. Ur poent a vez merket memes pand bet gouniet an eskemm get ar resever.
Linenn 65:
 
 
===Ar servij===
 
Dibabet 'vez ar servijer gentañ dre zegouezh.
Linenn 73:
 
 
===Let===
Ar let a zo ar fed ma vehe diposubl d'ur c'hoarier skoiñ ar volotenn abalamour d'ar c'hoarier arall pa ne ket an tenner tost da c'hounit an eskemm. Adkroget e vez neuze an eskemm. Mand eus ur c'hoarier en em lakaet etre ar volotenn hag ar vangoer pe re dost ag ar c'hoarier e vonet da skoiñ ar volotenn a ratozh e vez gouniet an eskemm get an den jenet. Pand eo eñ tost da c'hounit an eskemm e vez memes tra.
 
 
 
==Diazezoù ar squash==
 
*En em dilec'hiiñ àr an « T » goude bout bet tennet.
*Kas ar volotenn ar pellañ posubl ag an « T », er c'hornioù evit ma vehe diaes da adtapout.
*Gober un hent-bann kenstur ha tost tre d'ar vangoer kostez, diaes eo ivez da adtapout kar tu 'zo stokiñ ar vangoer get ar balikenn.
*Ne pas skoiñ ar volotenn en ur redek.
 
 
 
==Ar volotenn==
=Palikenn ha bolotenn=
[[Skeudenn:bolotenn.jpg|right]]
 
 
Linenn 100:
 
 
==Kampionadoù==
 
*Kampionad ar bed
Linenn 108:
 
 
==C'hoarierion anavet==
 
Paotred:
Linenn 132:
*Carol Owens
*Isabelle Stoehr
 
 
 
 
 
 
[[Rummad:Squash]]