Lanv du an Olympic Bravery : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D portal > porched
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An Olympic Bravery a oa ur superpetroliergoureoullestr nevez -flamm gantañ ur pavilhon [[Liberia|Liberian]]. Mont a reas war ar sec'h e [[Bae Yusin]] (hanternoz [[enez Eusa]]) d'ar [[23 Genver|23 a viz Genver]] [[1976]], pa oa war an hent da vro [[Norge]] evit bezañ dizarmet. Ne oa eta ennañ nemet 1200 tonennad eoul-maen evit e mont en-dro dezhañ e unan. Dre fazi an tabutoù etre ar paramantour hag ar c'hretaer, hag ivez dre fazi ar [[Stad C'hall]] a felle dezhañ chom er maezh an afer, ne vez ket cheñchet plas d'al lestr. Siwazh, etre an 12 hag an 13 a viz Meurzh ez eus ur gorventenn war an enezenn hag e torr al lestr etre daou. Ul lanv du a saotr eta aodoù Eusa. Ret eo gortoz ar 15 a viz Meurzh evit ma vije lakaet e pleustr ar [[plan Polmar]] ha naetaet an aodoù gant soudarded.