Lanv du an Amoco Cadiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Cadiz.jpeg|right]]
 
An [[eoullestr]] "supertanker" [[Amoco Cadiz]] a yeas d'ar strad d'ar [[16 Meurzh|16 a viz Meurzh]] [[1978]] a-dal da [[Borsal]] (lodenn [[kumun Bro-C'hall|gumun]] [[Gwitalmeze]]). 220 000 tonenn eoul-maen e oa o treuzkas, ar pezh a yeas d'ober ul [[lanv du]] eus ar gwashañ hag ar pempvet e tout istor ar Bed penn-da-benn. Daoust ma voe lec'hiet al lanv-du e [[Bro-Leon]] dreist-holl, e touchas houmañ 320 km a aodoù ha 76 kumun.
 
Brudet eo an Amoco Cadiz evit bezañ bet ar gwashañ [[gwall-daol]] ekologel e [[Breizh]]. Brudet eo ivez peogwir e voe al lanv-du-se penn-kentañ ur stourm hir tre etre ar Vretoned hag an [[embregerezh]] Amoco dirak [[lez-varn|lezioù-barn]] ar [[Stadoù-Unanet]]. Harozien ar stourm-se a voe [[Alphonse Arzel]], maer Gwitalmeze, ha [[Jean-Baptiste Henry]]. D'ar [[24 Genver|24 a viz Genver]] [[1992]], war-lerc'h 15 bloaz stourm eta, e voe kondaonet an Amoco da baeañ 225 milion lurioù d'ar Sindikad mikst a vode ar strollegezhioù publik Breizh (rannvro, departamantoù, kumunioù).