Władysław Kozakiewicz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: cs:Władysław Kozakiewicz
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Teir gwech eo bet pilet [[rekord]] ar bed gantañ. Kampion Europa indoor eo bet e [[1977]] ha [[1979]], ha kampion Polonia 10 gwech. Gounezet en deus ur [[medalenn|vedalenn]] aour e-doug ar [[C'hoarioù olimpek hañv]] e [[Moskov]].
 
E [[1984]] e tivizas kuitaat e vro evit repuiñ e [[Alamagn ar C'hornôg]], ma c'hounezas diveno wech an titl broadel div wech, e [[1986]] ha [[1987]].
 
== Jestr Kozakiewicz ==
 
 
Gwechall e oa anavezet ar [[jestroù|vrec'h a enor]] dindan meur a anv e Polonia. Hiziv an deiz avat e vez graet "jestr Kozakiewicz" (''gest Kozakiewicza'') anezhi ent -ofisiel. Dispaket e oa bet ar jestr-se gant Kozakiewicz ouzh an arvesterien rusian a oa er stad e-pad ar [[c'hoarioù olimpek hañv 1980]] e [[Moskov]]. Harpañ a rae an engroeziad tud al lammer soviedat [[Volkov]] (en em gavas da eil) en un doare direizh ha ne zihane ket da hual Kozakiewicz ha sutal outañ e-pad e lammoù. Goude suraat ar vedalenn aour gant e lamm ec'h embannas e jestr d'ar stad, en ur meskad joa ha kounnar. War-lerc'h e pilo rekord ar bed gant 5,78 metr. Tro ar bed a reas luc'hskeudennoù an darvoud-mañ nemet en [[Unaniezh Soviedel]] hag er Stadoù stag ma ne voent ket embannet. Goulenn a reas ar c'hannad rusian e Polonia e vije tennet e vedalenn digant Kozakiewicz evit bezañ "louzet an holl Sovieted". Respont ofisiel gouarnamant Polonia a voe e oa bet ar jestr-se ''ur gridienn digontrolladus eus ar c'higennoù deuet diwar skuizhder ar c'horf'' e gwirionez.
 
== Liammoù diavaez ==