Epifanio de los Santos Avenue (EDSA) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
FoxBot (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
</div>
'''Epifanio de los Santos Avenue''', krennet e '''EDSA''', a vez graet eus [[hent]] pennañ [[Metro Manila]] e [[Filipinez]].
Ul liamm kengej pouezus-tre eo evit stagañ tuioù su ha norzh ar [[Metro Manila|Veurgêr]]. Brudet eo ivez EDSA en [[istor Filipinez|istor]] a-vremañ Filipinez evit bezañ al lec'h ma c'hoarvezas daoudiv vellmell manifestadeg peoc'hus a zisoc'has o-daoudiv war diskar ar [[prezidant|brezidanted]] [[Ferdinand Marcos]] ha [[Joseph Estrada]]. Eno e voe dalc'het ivez ur pezh bodadeg gant an tu-enep e penn-kentañ [[respet]] ar brezidantez [[Gloria Macapagal-Arroyo]]. ''Gwelet [[Dispac'h an EDSA]] hag [[EDSA II]].''
 
Mont a ra EDSA da sevel un tamm bras eus hentoù-tro Metro Manila (C-4). Stummet eo well-wazh evel un [[hantergelc'h]] a ra tro [[Manila]]. O loc'hañ eus ar su betek an norzh e tremen dre [[kêr|kêrioùgêrioù]] [[Pasay City|Pasay]], [[Makati City|Makati]], [[Mandaluyong City|Mandaluyong]], [[San Juan (Metro Manila)|San Juan]], [[Quezon City]], ha [[Caloocan City|Caloocan]]. Er su ec'h echu nepell eus an [[SM Mall of Asia]] e [[Pasay City|Pasay]] (da vezañ echuet e 2006) hag en norzh e chom a -sav e Monumento (ur monumant e koun [[Andres Bonifacio]]), e Caloocan. Pa oa bet savet ar vali e-pad prezidantelezh [[Manuel L. Quezon]], e oa bet anvet ''Julio 19'', diwar deizad ganedigezh an haroz broadel [[Jose Rizal]]. Diwezhatoc'h eo bet adanvet ''Highway 54'', ha, dre ul [[Republic Acts|lezenn barlamant]] eo bet adanvet c'hoazh [[Epifanio de los Santos]] e [[1959]] en enor d'un [[istorour]] brudet. Lesanvet eo ivez tachenn emgann ar panelloù brudañ.
 
Ruilhañ a ra ar [[Manila Metro Rail Transit System|Metro Rail Transit]] pe MRT (Linenn 3 tenioù ar veurgêr) a-hed an darn vrasañ eus an EDSA, adal Taft Avenue er su betek North Avenue nepell eus SM City North Edsa Mall en hanternoz EDSA. Rakwelet eo astenn an MRT betek penn ar vali, tre betek Monumento.