Edgar P. Jacobs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
== E vuhez ==
Etre [[1917]] ha [[1940]] e voe Jabobs ledaktor ha kaner c'hoarigan. Goude-se e stagas gant an tresañ, ha betek [[1946]] e labouras evit ar gelaouenn ''Bravo''. Pa voe berzhet ar bannoù-treset amerikan ''[[Flash Gordon]]'' gant an alouberien alaman, e voe goulennet gantañ echuiñ gant an istor evit ma ouzefe al lennerien penaos ec'h echue. Goude-se e lakaas embann un istor all, ''Le Rayon U'' e ditl, hag a oa damheñvel (ur meskaj troioù-kaer ha skiant-faltazi eo) e ''Bravo''. Damheñvel eo an tudennoù anezhañ : ar soudard jentil (Major Walton e anv), ar c'helenner mat (ar c'helenner Marduk), an treitour a labour evit un arme all (ar c'habiten Dagon). Ar pimpatromoù-se a gaver ene holl e oberennoù.
 
Mignon da [[Hergé]] e teuas da vezañ, hag asambles e kemmjont tresadennoù meur a albom : ''Tintin e Kongo'', ''Tintin en Amerika'', ''Bazh roue Ottokar'', hag ''Al Lotuz glas]]'' e [[1943]]. E [[1944]] e labouras war ''Ar seizh boulenn strink'' hag ivez war ''Templ an heol'' : dafar an tudennoù ha kinkladurioù a voe savet gantañ.