Keflusker Stirling : diforc'h etre ar stummoù
Ouzhpennet lodenn an adc'haner
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Ouzhpennet lodenn an adc'haner |
||
Linenn 15:
Ranket eo bet gortoz goude studiadennoù an embregerezh Phillips er bloavezhioù 1930 evit ma vije adimplijet anezhañ e 1938 ez eo bet krouet ur mekanik 200 marc’h-nerzh (147kW), gant un efedusted a 30%. Implijet eo ar c’heflusker-mañ hiziv gant ar griogeniezh, evit produiñ azot dourennek da skouer, pe gant ar genganerezh, evit dastum energiezh termek e moged ar c’haoterioù-aezhenn, pe treuzfeurmiñ energiezh an [[Heol]] e tredan en ur implijout uheldeknologiezhioù : danvezhioù a gouzañv diforc’hioù bras a demperadur, evel ar gwer Pyrex, pe reoù all, ur perzh gante da eskemm mat-tre o energiezh termek gant ar gazoù, evit an adc’haner.
Gantañ ez eus talvoud uhelañ a efedusted evit treiñ energiezh an [[Heol]] e 2008<ref> {{
Ur beñveg studi eo deuet da vezañ hiziv kement evit tud prevez, embregerezhioù arbenniget pe evit an [[NASA]].
Linenn 31:
Kelc’hiad Stirling a zo ar c’helchiad termodinamik diskrivet gant an holl geflukerioù Stirling. Ar c’helc’hiad-se a zo amginus da lâret eo e c’hall ur c’hefluker Stirling produiñ energiezh termek, ha diouzh an tu ma troio e yeno pe e tommo al lodenn a vez sañset tommet anezhi.
[[Skeudenn:Stirling Cycle.png|160px|thumb|left|[[Diagram Clapeyron]] kelc’hiad Stirling teorikel, ezpleustrek ez eo tost elliptek.]]▼
Ar c’helchiad-se a zo ur c’helc’hiad serret hag adc’haner. Serret rak implijet e vez atav ar memes fluidenn ennañ hag adc’haner rak e vez un adc’haner a dalvez da welaat efedusted ar c’helc’hiad.
▲[[Skeudenn:Stirling Cycle.png|160px|thumb|left|[[Diagram Clapeyron]] kelc’hiad Stirling teorikel, ezpleustrek ez eo tost elliptek.]]
Peder frantad a zo er c’helc’hiad : (selet war ar grafik)
Linenn 41 ⟶ 40:
*Poent 3 betek 4 : Kenwaskadur izoterm. Yenaet e vez ar gaz e-keit ma vez kenwasket anezhañ. Er prantad-se e vez bevezet energiezh mekanek da kenwaskañ ar gaz.
*Poent 4 betek 1 : Tommadur izokor. Trement ’ra ar gaz en adc’haner un ur yenañ anezhañ. Tommet eo da c’houde e lodenn tomm ar c’hefluker. Kreskiñ a ra temperadur ha gwask ar gaz er prantad-mañ.
===An adc’haner===
An adc’haner a zo sur-wac’h ijinadenn pennañ [[Robert Sirling]]. Efedusted ur c’heflusker Stirling a zo diouzh an diforc’h a [[temperadur]] a zo etre al lodenn tomm hag al lodenn yen met ivez diouzh an adc’haner hag e perzh pouezus.
An adc’haner a zo ur pezh a vez lakaet etre al lodenn tomm hag al lodenn yen hag a vez e roll da esperniañ energiezh. A-benn en ober e vez raktommet pe rak yenaet ar gaz pa trement ennañ. Raktommet eo ar gaz pa trement dre an adc’haner adalek al lodenn yen davet al lodenn tomm, yenaet e vez neuze an adc’haner en ur kemer energiezh termek dezhañ. En tu kontrol, rakyenaet e vez ar gaz pa trement ennañ war zu al lodenn tomm, kollet e vez energiezh termek gant ar gaz en ur tommañ an adc’haner.
Dre an adc’haner e vez nebeutoc’h a eskemmoù d’ober el lodennoù yen pe tomm, da lâret eo e vez kresket efedusted ar c’heflusker, met krouet e vez ivez ur volum kollet. Dre ma n’eo ket aes d’ober eskemoù energiezh gant ar gazoù, ez eo diaes jediñ stumm ha mentoù an adc’haner met dre ma vez kresket efedusted ar c’heflusker e ra dioutañ luziet met talvoudus..<ref>[http://www.moteurstirling.com/ Ul lec'hienn diwar benn ar c'hefluskerioù dre aer tomm]</ref>
==Perzhioù mat ha perzhioù fall==
Linenn 50 ⟶ 59:
*Amginus eo a-drugarez d’e gelc’hiad. En ur luskañ anezhañ gant ur c’heflusker all e teu da vezañ ur pomp gwrez a c’hall tommañ a-us 700°C pe yenañ da -200°C.
*Ecologeloc’h eo rak ez eo kalz aesoc’h ober un devidigezh klok en diavaez eget en diabarzh ur c’heflusker.
===Perzhioù fall===
Linenn 56 ⟶ 67:
*Diaes eo kemm lusk ha koublad ar c’heflusker-se rak ez eus tu en ober hepken en ur kemmañ feur gwaskañ ar fluidenn. Ar pezh a sav ur gudenn bras evit industriezh ar sevel kiri-tan.
*Ar priz a zo uhel rak ne vez ket produet kalz gant an industriezh ha dianavezet eo gant an dud voutin, ar pezh ne chikour ket da werzhañ anezhañ. Ar fed-se a c’hallfe cheñch gant an enklaskoù war ar produiñ energiezh ha dreist holl energiezh adnevesaüs.
==Implijoù hiziv an deiz==
[[Skeudenn:Stirlingsolar.jpg|thumb|500px|'''Kefluskerioù Stirling implijet da dreuzfeurmiñ energiezh an Heol en [[Arizona]] (SUA).''' Pep keflusker a zo 25KW ha staliet e tall ur barabolenn 12m treuzkiz. 60 anezhe a zo. An adon yen a zo an aer.]]
*Implijoù kenwerzhel pennañ ar c’heflusker Stirling a zo produiñ tempadurioù izel kenañ a-benn glizhenniñ gazoù.
*Studiet eo bet evit listri-spluj svedek Classe Gotland rak ez eo didrouzus a-walc’h met ivez rak ez eus nebeutoc’h a zour-tan dizevet.
*Un nebeut a listri amerikan o deus kefluskerioù Stirling d'o kas en dro.
*Studiet eo bet gant an [[NASA]] evit produiñ energiezh evit al loarelloù hag ur raktres a zo ivez evit produiñ energiezh war al Loar.
*Kinniget eo bet gant an embregerezh MSI a grou kartennoù vamm urzhiaterezh yenaat anezhe gant kefluskerioù Stirling tommet gant ar gartenn da yenaat.
*Lakaet eo bet gant ar saverien kaoterioù hiniennel lakaat kefluskerioù Stirling da zaspugnañ an energiezh a chom e moged ha da broduiñ neuze [[tredan]].<ref>[http://cogeneration.discutforum.com/microcogeneration-stirling-f1/la-chaudiere-electrogene-a-moteur-stirling-type-siemens-double-effet-t13.htm Lec'hien kinnig an teknik-se]</ref>
*Produiñ tredan adalek skinoù an Heol. Graet eo bet en [[Arizona]] gant 1.5MW a zo staliet en dezezh.<ref>[http://www.moteurstirling.com/ Ul lec'hienn diwar benn ar c'hefluskerioù dre aer tomm]</ref>
==Seurtoù disheñvel ar c’hefluker Stirling==
Linenn 72 ⟶ 86:
Ur c’helusker Stirling alfa a vez ennañ daou ribouler galloudegezh : unan er sailh tomm hag egile er sailh yen. An daou sailh a zo distag an eil ouzh eben ha liammet gant un duelenn warnañ an adc’haner, ma n’eo ket an duelenn un adc’haner dezhañ e unan. Ar c’heflusker-se en deus ur c’heñver galloudegezh-volum uhel. N’en deus ket ar c’heflusker-se a ribouler diblaser.
Sed aze chema ur c’heflusker Stirling alfa, trein a ra e memes tu hag a [[horolaj]].
Linenn 108 ⟶ 122:
Pa vez tommet ar gaz el lodenn tomm e kresk ar gwask hag a lak an dourenn da ziskenn el lodenn tomm ha da pignat un neubeut el lodenn yen, dre ma vez gwasket e trement un neubeut a zourenn dreist d’ar glozell uhelañ ivez. Goude e tiskenno an dourenn el lodenn yen evit pignat el lodenn tomm, neuze e vez kaset ar gaz etrezek al lodenn yen. El lodenn yen e tigresk temperadur ar gaz ar pezh a laka ar gwask da izellaat ha dre-se e vez sunet un neubeut a zourenn. Pignat a raio goude an dourenn el lodenn yen en ur c'has ar gaz el lodenn tomm.
Dre ma n’ez eus pezh ebet diaes da seveniñ ar pomp-se n’eo ket uhel e priz met ne vez ket sunet kalz ganti keneubeut (unan 2cm treuzkiz, 50°Ca ziforc’h etre an div lodenn a sun tro-dro 6L dre eur).<ref>{{fr}}[http://mon.danstagueule.fr.free.fr/NRJrealiste/stirling/Lanzetta.pdf Teuliad diwar-benn ar fluidin]</ref>
===Kemmoù all diouzh ar pennaenn===
|