C'hoarezed Brontë : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ur sellik ouzh ar yezh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
 
E 1820 e teujont da chom da brespital [[Haworth]], e [[Yorkshire]]. Pa varvas o mamm e chomas o zad gant c'hwec'h bugel bihanik. Neuze e teuas e [[c'hoar-gaer]], Elizabeth Branwell, d'e skoazellañ. Ur vaouez reut ha rust e oa. Un deskadurezh hep teneridigezh na flouradenn ebet a roas d'ar vugale Brontë. Reiñ a rae dezho ur c'hensentidigezh rust eus ar vuhez. Adal ar mintin e oa ret dezho debriñ ur verenn vihan sinac'h. Ar vugale goude bezañ debret e oa ret dezho lavarout o fedenn. War-lec'h evit ar merc'hed e oa ret dezho ober menaj ha pa veze ar menaj echuet, e chome ar gwirierezh, gwiaderezh pe broderezh a-raok pedenn an noz ha lenadenn ar [[Bibl]]. Pebezh devezhioù evit ar c'hoarezed Brontë. Kemen-se a veze graet ganto bemdez. Evit ar merc'hed Brontë e oa tristik, hivoudus ha heñvel bepred an devezhioù. Evit mont kuit eus ar bed-se, ar vugale Brontë a grou neuze ur bed all a-drugarez d'o awen. Ur wech evit deiz ha bloaz Branwell (paotr nemetañ ar familh) e prof Patick dezhañ daouzek soudard e koad. Ar c'hoarezed hag o vreur a kav faltazi diwar ar soudard-se. Setu ma Anne, Charlotte, Branwell, hag Emily a grog da grouiñ ur bed faltaziek. Lakaet a reont e pleustr e-barzh danevelloù, barzhonegoù, pennadoù kazetennerezh, pezhioù c'hoari... Goude e 1831, goude kimiad Charlotte evit he studiadennoù, e krou Emily hag Anne bro Gondal ur vro faltaziek sturiet gant Augusta Geraldine Almeda ur vaouez grouet ganti. A-drugarez da bro Gondal he deus kavet Emily he awen evit he barzhonegoù.
 
 
Evit ar pastor Brontë eo ar skol-lojañ, un deskadurezh reizh, hag ar Reverant Wilson en deus krouet unan e Cowan Bridge. Degemeret a ra merc'hed ar pastor paour. Diviset eo : Maria hag Elizabeth a zaio da studiañ du-hont, Charlotte hag Emily a zeuio war o lerc'h. Anne, re yaouank c'hoazh, a chomo ar gêr gant he breur Branwell.
Linenn 16 ⟶ 17:
Ar pezh a gonto Charlotte e-barzh he levr " Jane Eyre".
 
Charlotte he deus pempzek bloaz. Lakaet eo anezhi er skol-lojañ evit ar merc'hed e Roe Head. Roet e vez dezhi un tamm arnod d'ober evit gouzout he anaoudegezhioù skol. Un gwallreuz eo, dreist-holl e matematik. Da heul e vez roet dezhi ur folenn evit skrivañ, evel un skridaozadenn. Amañ, eo ar gelennerien souezhet mik. Ar plac'hig a skriv pajennoù ha pajennoù, buah ha mat. Laosket e vez anezhi kendec'hel. Ar mennozhioù hag an doare skrivañ a ro dezhi un donezon lennegezh. Tremen a raio e Roe Head tri bloavezh eurus, pell eus eñvor ar poan eus skol-lojañ Cowan Bridge.
Charlotte he deus pempzek bloaz. Lakaet eo anezhi er skol-lojañ evit ar merc'hed e Roe Head.
Distreiñ a ra Charlotte er presbital e Haworth da triwec'h bloaz. Chom a ra un tammig amzer hepken rak rener ar skol-lojañ Roe Head, he deus miret un eñvor mat eus Charlotte, hag a ginnig neuze da Charlotte laboural evel kasourez du-hont. A-du eo Charlotte. Mont a ra neuze gant Emily, hi enskrivet evel skoliadez. Met Emily, pell eus ar maez, eus he pourmenadennoù bras gant he c'hi, e kav hir he amzer er skol-lojañ. Ne blij ket dezhi bezañ klaouiniet. Mont a ra neuze kuit Emily eus ar skol-lojañ ha distreiñ a ra e Haworth. Adkavout a ra neuze e takadoù bras.
Anne a zeu neuze e Roe Head e plas Emily.
 
Ar vuhez er presbital a cheñch, Branwell a za kuit. Kavet en deus ul labour evel kelenner, hag Emily a laosk he c'hi hag he zi evit mont ivez da labourat. Kavet he deus ul labour evel gouarnerez. Un dra nevez all a c'hoarvez : Ur pastor a c'houlenn Charlotte da zimeziñ gantañ met ar respont zo negativel. Charlotte a za kuit eus he labour e Roe Head ha labour a ra evel gouarnerez e-barzh ur familh pinvidik kenañ. Met ar labour-se zo skuizhus kenañ evit Charlotte mont a ra kuit neuze da vro Belgia gant he c'hoar Emily. Chom a ra Anne e Bro-saoz e pelec'h he deus kavet ul labour ne blij ket dezhi.
Emily ha Charlotte zo resevet e Brusel e-barzh ur skol-lojañ, renet gant Itron Héger. An div saozon a zesk ar galleg. Charlotte a studi al lennegezh gant Constantin Héger, gwaz Itron Héger.
 
Ar paourkez c'hoar-gaer( Elizabeth) a zo war he dremenvan. An div c'hoarezed a zistreiñ buan e Haworth. Emily na zeuio ket e Bro-Belgia ken rak e kav gwelloc'h ober pourmenaddenoù war ar menezioù gouez saozon. Charlotte hi, he deus kavet ul labour evel gelennerez e Bro-Belgia, mont a ra neuze kuit eus Haworth ar galon tomm rak santout a ra un dedennezh evit Constantin Héger. Merzhout a ra Itron Héger an dra-se, neuze reiñ a ra da Charlotte ar vuhez start : Mezhekadennoù, dichekadennoù.. Diviz a ra neuze Charlotte da vont kuit.
Bloavezhioù war-lec'h e konto Charlotte an abadenn-se en ur romant anvet " Villette".
Distreiñ a ra neuze Charlotte e-barzh ar Yorkshire, e-lec'h ma adkav he zad hag Emily. Anne ha Branwell a labour pell. Charlotte he deus poan. Skrivañ a ra da Aoutroù Héger met ne respont ket.
Ar skritur a lak anezhi da soñjal da traoù all, skrivañ a ra " ar c'helenner".
 
Adkouezhañ a ra Branwell e-barzh an dramm hag an alkool. Eñ zo muioc'h mui fall.
 
 
En 1824 e voe kaset ar peder merc'h henañ da skol al leanezed da g-Cowan Bridge. Bloaz goude e klañvas , Maria hag Elizabeth, an div henañ, e teujont d'ar gêr hag e varvjont. Distreiñ a reas Charlotte hag Emily da Haworth.
 
Hag int bugale c'hoazh e oant krog da skrivañ hag e voe embannet ul levrad barzhonegoù ganto evit ar wech kentañ e [[1846]] dindan anvioù Currer, Ellis hag Acton Bell. Ne reas ket berzh nemeur, peogwir ne voe gwerzhet nemet div skouerenn a-hervez. Neuze e krogjont da skrivañ pep a romant . Rak er bloavezh goude, e [[1847]] e voe embannet ''[[Jane Eyre]]'', skrivet gant Charlotte, ''[[Wuthering Heights]]'', skrivet gant Emily, hag ''[[Agnes Grey]]'', gant Anne, goude bezañ bet bec'h o kavout un embanner. Buan e voent brudet ha gwerzhet a garradoù. Met berr e voe buhez ar c'hoarezed war-lerc'h en abeg d'o yec'hed fall.