Diforc'hioù etre adstummoù "Bombard"

772 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Ar bombard a zo ivez unan eus an tri pupitr pennañ eus ar bagadoù (strolladoù muzik hengounel keltiek), gant ar biniou bras, ar c'heff sklaer ha tosserezh. Magañ a ra an tonioù c'hoariet ar ganerien kan-ha-diskan.
 
[[Skeudenn:Bombarde und Biniou.JPG|250px]]
 
Talabarder ha biniaouer.
 
===Ar bombard, benveg brudet===
Brudet eo bet an talabard gant sonerion arbennig war ar benveg-mañ. Matilin an Dall a oa unan deus an talabarderien brudet-se. Ganet e oa e 1789 e Kimperle, deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en deus da seniñ. 'tro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus an talabard e vicher ha sonet en deus uin tamm e pep lec'h heuliet gant Yann ar Chapel, ar c'houplad-se en doa sonet asambles e pad un tregont boalzh bennak. Gouest e oa Matilin da soniñ tonnioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae a rae kement en eureudoù eget e pardonnoù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o gweladenniñ Kemper e 1858. Marvet eo Matilin an Dall( Mathurin Furic eus e anv gwir) e 1859 e-touezh tan-gwall e di. Meur a ganaouen ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag, n'eus ket pell 'zo, un v/Bandenn treset.
[[Skeudenn:Bombarde chromatique.jpg|100px|right]]
 
 
===Un nebeut a sonerion Brudet===
- André Le Meut
- Jorj Botuha
- Christophe Caron
- Cyrille Bonneau
- Daniel Le Féon
- David Pasquet
- Fabrice Lothodé
- Éric Beaumin
- Jean Baron
- Mathieu Sérot
- Ronan Keryell
- Serge Riou
- Yann Kermabon
- Claude Le Baron
- Youen Le Bihan
- Ivonig Le Mestre
 
Bombard kromatek e koat Eben.
 
 
Implijer dizanv