Diforc'hioù etre adstummoù "Bombard"

Kemm ebet er vent ,  10 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Brudet eo bet an talabard gant sonerion arbennig war ar benveg-mañ. Matilin an Dall a oa unan deus an talabarderien brudet-se. Ganet e oa e 1789 e Kimperle, deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en deus da seniñ. 'tro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus an talabard e vicher ha sonet en deus uin tamm e pep lec'h heuliet gant Yann ar Chapel, ar c'houplad-se en doa sonet asambles e pad un tregont boalzh bennak. Gouest e oa Matilin da soniñ tonnioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae a rae kement en eureudoù eget e pardonnoù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o gweladenniñ Kemper e 1858. Marvet eo Matilin an Dall( Mathurin Furic eus e anv gwir) e 1859 e-touezh tan-gwall e di. Meur a ganaouen ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag, n'eus ket pell 'zo, un v/Bandenn treset.
[[Skeudenn:Bombarde chromatique.jpg|100px140px|right]]
 
 
Implijer dizanv