Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 40:
Un dra vat eo evel-just kaout youl vat ha c’hoant da reiñ lusk d’ur raktres ken talvoudus hag hemañ dre genlabourat hag ur mennozh mat ivez klask labourat a-stroll evit sevel pennadoù a-feson. Ret o diwall avat rak lakaat ar raktres en arvar: diouzh un tu dre implijout skeudennoù gwirioù aozer gante, difennet groñs hervez lezenn hag ivez hervez reolennoù diazez ar pep wikipedia,. Hemañ en o zouez; hag ivez dre diwall da sevel pennadoù ar gwellañ mar c’heller, rak p’en em gav un implijer/ez bennak dirak meur a bennad fazioù yezh stank pe stankoc’h enne e krog da goll fiziañs er raktres an e bezh. Erbediñ a ran ac’hanoc’h , neuze, evel merour ha bureviad m’az on, paouez da eilañ skeudennoù gante gwirioù-azer war ar raktres evit gallout o enbarzhañ e pennad pe bennad ha klask reizhañ ar fazioù yezh a-raok embann ar pennadoù war ar raktres. Un dra vat e vefe ivez mont da deurel ur sel ouzh ar reolennoù diazez, rak reolennoù ez eus ma rank an holl pelagañ oute. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Meu 2010 da 12:08 (UTC)
:A-du ganit. Me ha [[Implijer:Lomigbad]] eo a vez o kas ar raktres ha lavaret on eus kement-mañ dezho meur a wech, hag adlavaret e vo dezho. Evit ar yezh ivez eo bet displeget dezho, met pa raer ur fazi ne verzet ket dre ret. Evit diskoulmañ ar c'hudennoù-se e vo graet ganeomp ul labour reizhañ an traoù goude-se. Ha dre ma 'z eo ul labour notennet evito e vo kemeret e kont an traoù-se ivez. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 14 Meu 2010 da 12:19 (UTC)
:: Evel merour e c'houlennan ivez ma vo paouezet '''diouzhtu'''. N'ouzon ket piv a vo kalonek a-walc'h evit reizhañ. N'eo ket fazioù bihan a gaver. Testennoù' zo a zo koulz lavaret '''dibosupl da gompren'''. Anat eo ne sell ket an dud ouzh ar bajenn ma kaver ar fazioù stankañ ha penaos reizhañ anezho. Ma kendalc'h evel-se e vo digalonekaet meur a genlabourer. --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 14 Meu 2010 da 12:33 (UTC)