Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 41:
:A-du ganit. Me ha [[Implijer:Lomigbad]] eo a vez o kas ar raktres ha lavaret on eus kement-mañ dezho meur a wech, hag adlavaret e vo dezho. Evit ar yezh ivez eo bet displeget dezho, met pa raer ur fazi ne verzet ket dre ret. Evit diskoulmañ ar c'hudennoù-se e vo graet ganeomp ul labour reizhañ an traoù goude-se. Ha dre ma 'z eo ul labour notennet evito e vo kemeret e kont an traoù-se ivez. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 14 Meu 2010 da 12:19 (UTC)
:: Evel merour e c'houlennan ivez ma vo paouezet '''diouzhtu'''. N'ouzon ket piv a vo kalonek a-walc'h evit reizhañ. N'eo ket fazioù bihan a gaver. Testennoù' zo a zo koulz lavaret '''dibosupl da gompren'''. Anat eo ne sell ket an dud ouzh ar bajenn ma kaver ar fazioù stankañ ha penaos reizhañ anezho. Ma kendalc'h evel-se e vo digalonekaet meur a genlabourer. --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 14 Meu 2010 da 12:33 (UTC)
:::Ma c'hellan da frealziñ en ur lavaret dit e vo klozet gant ar raktres fennoz. Eus an tu all ne savan ket a-du ganit war ur poent, ne welfen ket perak e vefe digalonekaet kenlabourerien gant ar raktres-se, n'o deus nemet chom hep ober war-dro. Evel ma 'm eus displeget meur a-wech dija e vo graet ganeomp al labour reizhañ ha framm, hag aesoc'h e vo evidomp dre ma c'hellimp goulenn ganto. Ar pezh a chal ac'hanon a zo ar skeudennoù hag al live yezh tra ken, ar peurrest a seblant din bezañ aes d'ober. Kerkent a warc'hoazh e krogin gant ober un tamm kempenn evit gwellaat ar c'hinnig. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 14 Meu 2010 da 13:24 (UTC)