Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 111:
 
Liammet eo ar piano get ar jazz abaoe ganedigezh ar stil sonerezh-se; e gavet e vez lies e triad, get taboulinoù hag ur gitar-boud. Soneiz nerzhek ar piano a glot mat-tre get luskoù kreñv ar jazz. Ennañ e vez kalz a unsonerion èl Oscar Peterson. E dalant dezhañ n'eo ket nemet e deknik hep par, mes ivez en e varregezh er primaozadennoù (sonerezh krouet a-feur m'emañ sonet).<br /><br />
 
== IV Mont en-dro ar piano ==
 
Tu vehe renkiñ ar piano get ar benvegoù kerdin dre ma deu ar son diàr froumoù ar c'herdin. Mes renket eo bet bepred get ar reizhad hengounel e toueez ar benvegoù get ur c'hlavier. Ar wikefre a lak da vont en-dro ar piano - an touchennoù a c'hourc'hemenn ar morzholenoù hag ar re-mañ a sko doc'h ar c'herdin - a vez anvet ar ''vekanikerezh''. SOneiz ar benveg - ront hag unvan pe skiltr ha frapataet - a zipand doc'h ar vekanikerezh dreist-holl. Pouez ar c'hlavier en deus e bouezusted ivez: ret eo d'an touchennoù kaout ur gwevnder a-zere get bizied ar soner. Pouezus-tre eo ivez o dhe an holl morzholennoù ar memes pouez ha bout kenpell doc'h ar c'herdin, mod arall e zahe notennoù 'zo fonnaploc'h evit reoù 'rall. Ar son produet get ar benveg a zo amplaet get ar voest kensoniezh, a geer rolla linenn-gig. Ar peh arrebeuri e koad a zo ar c'hef-dasson hag a greñva ar son. Tu 'zo digor golo ar c'hef a-benn kreñvaat ur wezh oc'hpenn ar son.
 
 
 
[[Rummad:Binvioù-seniñ]]